ent resis ?

resisFrañs zo ur Stad.
Bro-C’hall n’eo ket Frañs.
Breizh zo ur rannvro eus Frañs.
Ranndir Breizh zo un unvez tiriadel eus Frañs.
Breizh n’eo ket ul lod eus Bro-C’hall.

Pa gomzer eus Breizh e komzer eus ur vro n’eus ket anezhi, nag evel Stad, nag evel bezoud tiriadel pe zouaroniezhel. Ret eo komz eus ranndir Breizh pe eus rannvro Breizh ha n’eo ket eus Breizh.
Breizh zo kenderc’had un istor. Ezhomm zo eus ur c’hrouiñ Istor evit ma vefe eus Breizh.

Bez’ eus eus ranndir Breizh avat a zo un unvez tiriadel, politikel hag armerzhel eus Frañs.
Pa gomzan eus ar renkadoù etre eo diouzh ret eus renkadoù etre Frañs, zoken mar komzan eus al lod anezho a vev er ranndir Breizh, pa n’eus ket eus ur gevredigezh vrezhon hag eus Breizh.
N’eus ket eus Breizh hep un emsav e Breizh.

An dud a labour evit Ranndir Breizh, an holl frammoù savet gant seurt framm tiriadel eus Frañs ne c’hellont e nep doare komz en anv Breizh. Pezh a reont, pezh a lavaront zo en anv Frañs merañ ar ranndir Breizh.
Setu peadra da sioulaat ar re a gred en un irienn vroadelour. Trivli breizhek an dud a labour e stern amaezhiadurezh Frañs zo gall (frañsez ?).
N’eus gant an dud-se nemet rannvrogarouriezh. O labour zo lod eus Istor Frañs zoken mar kredont traoù all en o huñvreoù.

Souezh ebet e teufe gant an dud-se ur gealiadurezh yezhel a lavar ez eo ar brezhoneg un dastumad rannyezhoù hag isrannyezhoù naturel natur dezho treuzplakañ un torkad gerioù gallek. N’ emsavlec’hiont ket e-par Istor ar yezh. Soliañ a reont war Istor Frañs.
Ur yezh n’eo ket naturel. Denel eo, stuzegezhel.
N’on ket sur ez eo barrek an dud paeet evit merañ ar yezh da anavezout un istorelezh bennak d’ar galleg zoken. Un dra naturel eo evito ur yezh. O luc’haj micherel a gredont moarvat bezañ ar galleg, ken naturel eo evito hag ar parlantoù (mojennek) brezhon.

An holl arc’hadurioù breizhlivet zo renet e-par an istorelezh c’hall. An holl dud a venn difenn hon istor brezhon, hon brezhoneg, hon Breizh en gra e-barzh an istorelezh c’hall.
Tonket int da c’hwitout war o huñvreoù pa na grouont ket istor hogen un dibarelezh lec’hel na dalvez ket muioc’h, na nebeutoc’h, eget un dibarelezh parizian pe varsilhat a chomo isurzhiet d’ar stuzegezh trec’h. Chom a ra da dermenañ ez eo gall (frañsez) ar stuzegezh-se.

Un hil istorek a empleg ur buhezañ, un hontkenderc’hañ. Mirout relegoù n’eo ket embregañ e zenelezh. N’eo nemet en em repuiñ en ur c’hornig goudoret diouzh trepetoù ar bed, diouzh un ober denel a zo diouzh ret arvarus hogen pinvidik.

Klaskomp bezañ resis en hon yezh, en hon oberoù.

Ar breizhkarouriezh, ar yezhkarouriezh zo hentoù bac’h evel nep kornbrogarouriezh.
Kalz pinvidikoc’h eo kenlabourat gant Frañsizion speredek eget gant Breizhiz berr o spered, zoken mar bezont jentil, plijus, ha seven.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.