Ar primeoster, paotr hegarat ha ki-labour, a lavare din e oa ar re gozh evel ar vugale vihan, gwan ha bresk. Ret e oa ober war o zro evel war dro ar vugale vihan.
En ur maladur eus an ankoù paeron, an ankoù a respont da c’houlenn e gomper a-zivout ar gouleier un dra damheñvel. Bresk ha gwan eo gouloù ar re-gozh ha ret eo ober war o zro, o frederiañ evel bugale.
Diaes eo da empentiñ en ur bed ma ‘z a pep hini diouzh e du, lakaet da grediñ ez eo eñ an hini nemetañ barrek war ar pezh a ra, evel soudarded un impalaeriezh a gred pep hini kefleuniañ al labour ken prizius fiziet ennañ gant an impalaer, gant ar ouenn.
Gwazh a se d’ar re vlin !
Dic’hallus eo resisaat petra zo prizius er pezh a reomp, pezh a ra da bep hini krediñ ez eo eñ kreizig-kreiz an denelezh ? Ha n’ eo ket aze azonoù ur gevredigezh diempret, ur gumuniezh tud aet da yoc’had ma vrein pep hinienn stishaet e ved d’ al labour, beved hag alvez, traken ?
Kaer eo mousc’hoarzhoù ar re gozh e drama ur denelezh na oar mui petra eo un den. Trehontiñ ez int, trec’h war ar skiant voutin a ra eus ar re-gozh boued an ospital, trec’h war ar beved a ra anezho kelanoù daleet.
Klañv on, kozh, kement-se on bet da viskoazh, kollet e-kreiz ur yoc’had a vlej, a c’hoarzh, a red evel loened gouez dindan gwask ur jabadao sonet gant loened ambilh ur sterniad aet diroll.
Mervel a ran rak bezañ kutuilhet mousc’hoarzhoù ken soutil, kened berrbad ha stank.