Freskijenn ar beure
Lusenn ebet
Deliennoù ruz ar wezenn prest da nijal d’al letonenn glas ur souezh
Mouilc’hi peurechuet ar rezin zo krog gant hugennoù oranjez ar garzh
Ar c’houblad piged diroudennet war-lerc’h diskar ar pupli zo skedus o flu dindan gouloù an heol
Glas lintrus an oabl
Devezhioù kaer a vo c’hoazh