Ur vignonez a glaske ul labour e brezhoneg. N’ eo ket aes. He zad dilaouen a lavare e oa poent dezhi bezañ dimezet, kaout bugale hag ul labour sirius e lec’h redek war lerc’h sorc’hennoù.
Ne oa ket faziek emzalc’h he zad. Soñjal a rae labour, bevañs, eleze kaout peadra da zerc’hel ar beved da vont : debriñ, kaout ul lojeiz, engehetiñ…
Hi ne oa ket faziek kennebeut. Dibabet he doa ar brezhoneg evel un dra pouezus, tomm ouzh he c’halon. Dudius eo, zoken ma ne hañval ket solut d’ ar sell kentañ.
Asantet he deus ouzh labourioù gopret fall, bezañ korvoet he labour, evit kaout tro d’ ober un tammig gant brezhoneg desket er skol. Labourioù a bep seurt he deus graet evit tud a oa dispis o liammoù ouzh ar brezhoneg. Ken dispis e oa eviti emichañs.
Mar dibab tud ar brezhoneg evit kaout ul labour nemetken, evit gounit o buhez, ar re-se zo faziek. Ur yezh n’ eo ket e rann ar gwezhiañ denel m’ en em gav al labour. E roll n’ eo ket askenderc’hañ ar beved. Gant seurt emzalc’h ez afe ar brezhoneg d’ un dafar da genderc’hañ moneiz hepmuiken. An dud a rafe gant ar brezhoneg war an dachenn-se ne zegasfent netra nevez er bed. Kinklañ a rafent marc’hadourezhioù ez eus anezho c’hoazh ha dre-se e lakfent ar brezhoneg da dalvezout d’ al labour ha n’ eo ket da sevel oberennoù diles, ur preder diles, pe ur politikaat diles. Aze emañ tachenn ar yezh, he denelezh. D’ar chas eo a-walc’h harzhal.
An armerzh ne ro ket buhez d’ an den. Derc’hel a ra a-ratre e gorf d’ e veveziñ betek ma varvo hep lezel roud ebet war e lerc’h. Ne zegouezho ket ar yezh er bed dre an armerzh.
Hag e c’hello va mignonez ober eus e labour e brezhoneg ur bon d’ an draig denel dispis he stage ouzh ar yezh ? Hag e vo eus ur gumuniezh brezhonegañ da reiñ d’ he yezh ur vent denel ?
Aze emañ an dalc’h.
Ma ne dalvez he labour nemet da reiñ boued dezhi en eskemm eus he nerzh labour e vo ar brezhoneg un dra dister, boued da veveziñ, un distruj. Klotañ a ra gant an doareoù kemeret gant ar brezhoneg alies, aet da zister, bruzhunet etre hiniennoù soliet e frankizouriezh ar gevredigezh veveziñ : ober a ran ar pezh a garan ha pa sav ur gudenn e ran gant ar galleg. Pep hini a ra ar pezh a gar hep mont er bed.
Ma kas anezhi da ziorren he brezhoneg, da vont en tu all da gelc’htro ar beved, da istorekaat, da bolitikaat (bezañ er geoded) e vo roet ganti d’ ar brezhoneg ur perzh denel diles. Kened a zegaso d’ar bed, bediñ a ray.
Evit ar mare ne welan kumuniezh denel brezhoneger ebet. Ne welan nemet hiniennoù kollet e yoc’h ar gevredigezh veveziñ, hiniennoù o tifenn pep hini un dibarelezh emdarzhek, ur frankiz, laouen da veveziñ ar yezh evel ma vefe ur plad ma sank pep hini e zorn heg kaout da geginañ. Ar yezh padal zo kentoc’h diouzh tu ar vuhez ha diziouerus dezhañ oberennoù padus, ur gumuniezh hag un niñvañ.
Pep hini a chom laouen gant e savlec’h a vevezer hiniennel kollet er yoc’h gant ma vo roet tro dezhañ livañ e groc’hen, prenañ un Ipod, pe varvailhat gant ar yezh a gar.
Ret e vefe ober en doare ma ne vo ket disouezhet ar re a stag o buhez ouzh un dra ken bresk ha ken kaer hag ur yezh.
Pep hini gant ar pezh en deus eus ar brezhoneg a rankfe n’ eo ket e veveziñ evel un hamburger bennak hogen e lakaat da skediñ evel ur maen prizius d’ an denelezh. Ne lavaran ket ez eo aes hogen plijus, neketa ?