Ur pennad a oa bet embannet gant ur gelaouen belgiat war internet.
Reiñ a rae un alberz eus dasparzh ar moneiz en Europa.
1% eus Europiz zo e-dalc’h un drederenn eus pinvidigezhioù ar c’hevandir, 7sur7.be, 09/09/15
Klaoustreomp ne gemmo netra en emzalc’hioù hon begennoù loc’hus ha karantezus.
Hon frederourion bemdeziek, marc’hadourion hanezennoù bankadus anezho, zo bet primoc’h da zerc’hennañ istor ur bugel marv kavet war un draezhenn en Hellaz ha d’ e zreuzkas e pep korn ar bed, ha da drompilhañ da heul e oa disoc’h o abadenn emouiziekaat an dud ouzh ment gwalleur an divroerion.
Kavet o deus aze danvez da skrivañ un istor brav da dennañ daeroù digant ar dud, d’ o lakaat da brenañ paper, da vorfilañ o spered, ha da c’hwezhañ un disterañ memestra ar roll hoperion a vefe o hini er gevredigezh, pa n’ int nemet tud a oar diouzh lorbañ ar yoc’h da lakaat o gwazadoù da vezañ diziouerus.
Ur spont eo leurennañ un hanezenn en doare darnel ha lec’hel-se p’ emañ orin an divroadeg e lec’h all.
Ar metou-se, a vod kelaouennerion a-vicher, hogen ivez politikerion a-vicher, arzourion ha kefredourion a-vicher aet en hevelep skolioù, ouzh en em zaremprediñ puilh en dro da daolioù pourvezet eus ar beg en hevelep lec’hioù, ne reont nemet gwerzhañ o marc’hadourezh, en em werzhañ ha kadarnaat o savlec’h kevredigezhel a vrientinion.
Dre chañs ez eus ivez kelaouennerion, arzourion ha tud politikaet un tamm c’hoazh a ra ul labour gwirion.
Ar metou-se zo evel saloñs bourc’hizezed Naoned an naontekvet kantved a stamme evit peorion ar gêr vras.
Orin paourentez ar boblañs-se, o zreuzlec’hiañ d’ ar c’hêrioù bras, a oa da gavout e distruj armerzh ha stuzegezh ar maezioù. Gwazed kadarn an itronezed, war glask d’ ar buzadoù uc’hekañ, o doa krouet an darvoud. Ar beorion a oa ar sichenn ma vleunie madelezh vrokus an itronezed.
Ne oa ket a-walc’h distruj maezioù Naoned avat da genderc’hañ helv. Distrujet eo bet pobladoù ar bed a-bezh o deus gouzañvet un destuziadur krisoc’h c’hoazh.
Un hil istorek ez eus ‘ta etre an itronezed hag ar gelaouennerion skedus. Bleuñviñ a reont lorc’hus war an hevelep skourr.
Er pennad war Europa e oa anv a werinelezh ivez… Pe werinelezh avat ? Soñjal a raent e Frañs diskleriadur gwirioù mab-den ?
Gwellaat saviad an dud paour a vefe graet en ur werinelezh ? Lakaomp endeo ha n’ eus ket eus an dud paour evit gwir. Keodedourion int. Ar baourentez zo gourlakaet dezho. Frouezh o c’horvoerezh ha laerezh o madoù, o labour, o stuzegezh hag o buhezadur. Ober eus lod brasañ an denion tud paour evel ma vefe anienel dezho zo nac’h ar gaou graet dezho gant keodedourion evelto.
Un handerc’hañ eo gwirioù mab-den pa ‘z eo rediet an dud da vevañ gant korvoderioù na roont ket tro dezho da embregañ ar gwirioù-se.
Ar gwerinelezhioù bourc’hiz zo gwerinelezh ar vourc’hizion. Hiziv e vefe ret o envel gwerinelezhioù beveziñ. Arc’hwelañ a reont evit, ha dre, ar re a ren war ar beveziñ en un doare untuek ha didec’hus.
N’ eus ket tu d’ en em dreiñ war zu an tremened ha dreist-holl da veizañ ar werinelezh evel ur benveg, ur rekipe da dedalvezout. Da c’henel eo bemdez.
Koulskoude ez hañval bezañ binvioù e-leizh etre daouarn an dud hiziv. Din eo bet lavaret ez embregen va gwir eztaoliñ da skouer, pa skriven war internet.
Kenkoulz e vefe din komz va unan er gêr. N’ eus eskemm ebet dre internet. N’eus nemet disterachoù, strolloù mignoned. Kement-se ne ra ket un agora. N’ eo ket buhez foran hogen buhez prevez, hillig marc’had-mat da lorc’h an hinienn.
Skrivañ a ran war internet peogwir eo evidon un doare da na goll penn da benn an nebeut a vrezhoneg a chom ganin ha mat pell ‘zo. Un touell eo avat. Da betra e talvez, ma n’eus kenlabour gant den ? N’eo nemet turiañ en ur yezh a vo goullo ouzh goullo ma ne ver ket danvez bev, kevredigezh, ur geoded zoken sioc’han e vefe. Ne gomzan ket eus al labourioù-se, na begen berzhek e vefent, a chom labour hiniennoù diaes ganto kuitaat plu o mamm yar frañses, na dizhint d’ ar sevenadur nemet dre o stuzegezh c’hall zoken dre ar brezhoneg.
Pa ‘m eus kroget gant ar brezhoneg, ne oa ket evit labourat war ar brezhoneg, evit diorren ar brezhoneg pe evit e lakaat da badout. Ar chañs em eus bet da labourat diouzhtu gant ar yezh-se ha war danvezioù ne ‘m boa ket pleustret e galleg nag e yezh all ebet. Prederiañ, studiañ an armerzh, ar bolitikerezh, ar boblañs, ar gevredigezh e Breizh hag er bed. Ne oa ket advalañ, ober un dastumadenn. Ar c’henlabour a oa pemdeziek hag e meur a live. Ec’hon e oa an dachenn da bleustriñ hag ec’hon e chom.
Hiziv an deiz avat, ne zeu ganin nemet labour war va goar, war an dachenn hiniennel ha prevez ha me o chom un hinienn beuzet en ur yoc’h distuz.
Ar brezhoneg zo distro d’un albac’henn evit un nebeut tud a venn bezañ kendalc’herion ar yezh ? Paourat boud, paourat dazont, paourat buhez zoken ma n’ eo ket displijus na difrouezh an albac’henn.
Gwir eo, emañ an trec’h, evit ar c’houlz, gant brientinion ar beveziñ a c’houlaka da boblañsoù ar bed chemoù o stuzegezh distrujus, ha Breizh zo er bed-se.
Marv ar bugelig dre vicher an dud-se ne dalvezo ket da emouiziekaat an dud. Talvezout a ray da gas pelloc’h c’hoazh an distruj, an unventekaat, ar yoc’hekaat.
Diouzh va zu e kendalc’hin da skrivañ evit ket ha netra evel ma varve ar soudarded kaset d’ ur brezel droch. Va gerioù a yelo ganin ha gwel e vo, anez e vefe o zonkad dont da vezañ hendraoù evit breizhkarourion kabac’h a zo puilh o gouenn c’hoazh.
Peseurt liamm ez eus etre ur bugel marv, kelaouennerion meurlarjez, ar greantelaat, hag ur yezh o vont da get ? Dargouezhioù an istor marteze…