Federico hervez Lorca

Federico-hervez-LorcaFederico segùn Lorca (Federico hervez Lorca) krouet e 2011 gant Eva Yerbabuena, gwelet war ar ristenn Arte + 7.

Abaoe pell e vez lakaet an dañs flamenko er salioù c’hoariva hag er skeudennvaoù.
Pezh a oa un eztaol eus ur bobl, berr, fetis, stag ouzh pemdez an eztaolerion zo deuet gant an amzer da vezañ lod eus un arz bourc’hiz, kevanekaet ouzh ar rouedadoù da zasparzhañ ar varc’hadourezhioù kulturel.

Ur sammad bras a labour zo bet lakaet da sevel Federico segùn Lorca. Ar stroll dañserion, kanerion, sonerion zo perzhek ha disi. Ar c’hinkladur hag ar gouleier, ar gwiskamantoù, zo bet lakaet ur sammad labour perzhek hag ur sammad arc’hant e-barzh.
N’eo ket displijus.
Hag eo evit enoriñ ar flamenko eo bet graet seurt labour ?
Ha ne oa nemet un danvez krai etre daouarn al leurennerez o klask he hent e metou an arz ?

Ne zeu ket an ilizoù-meur eus feiz ar bobl. N’int ket un eztaol eus ar bobl nag eus he feiz hogen un eztaol eus galloud an dud a iliz.

Ar flamenko war ul leurenn zo re bell diouzh an arvesterion hag e lavar a goll eus e nerzh.
Ar stuzegezh pobl zo nesaek. An dañser, ar c’haner, ar soner, a ya war eeun ouzh an dud, pezh a zo en andon ar stummoù eskoret eus ar boblañs flamenka.
E seurt arvest an dañser flamenko zo un dudenn ha n’ eo ket un den o tañsal.
Diaes eo d’an eztaol flamenko tremen dre ul lec’h arbennikaet, aveet gant un ardivink kalvezel ponner.
N’ eus na henvoazelezh nag arnevezelezh er stuzegezh pobl. Bevañ a ra ha tra ken, pe mervel a ra.

An abadenn a ginnig Eva Yerbabuena a ro dimp da arvestiñ ouzh ul leurennadur eus ar flamenko er-maez eus amveziadoù e vuhez. Moarvat e tenn d’an istor a fell dezhi lavarout dimp, padal ar c’hamp jipsianed a ginnig dimp n’eo nemet un derc’houezadur, disoc’h un handerc’hañ.
Ar c’haner zo kollet e liamm ouzh an dud a zo beuzet er yoc’had a arvesterion a zo er sal.
Sur eo bet plijet ar vevezerion c’hoariva, ar re o deus arc’hant da baeañ o bilhed, gant seurt labour. Kaer eo.
Daoust ma tremen gwelloc’h da ‘m menoz ar soutilderioù en abadenn filmet mat kinniget gant Arte, an den a oa o sellout ganin zo aet kuit a-benn un hanter eurvezh hegaset gant an tremen eus ur c’horoll re galvezel d’ ur flamenko henvoazel gant un talmadur un tammig emgefreek.
Marv ar flamenko evel stuzegezh pobl, evel sevenadur eo. Un doare mirdi bev. Ur varc’hadourezh evit tud stuziet.
Heñvel poch eo ouzh ar sell a ginniger e pep lec’h er bed war ar stuzegezhioù ezvevennet gant ar gevredigezh veveziñ.

An dud voutin a vesk stuzegezh pobl hag aspadennoù an tremened arveret evit plijout d’ an dud bet destuziet gant o araokaat en urzhaz krouet gant ar stuzegezh ren.

Padal ar stuzegezh pobl zo diziouerus d’an denelezh da genderc’hel. Ne c’hell ket un den bezañ bevezer nemetken.

Sellit ouzh ar post ole ! da welout pegen luziet eo an traoù.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.