fest-noz

Noz eo.
War an tamm hent kozh aet da duva e kousk ar blenier en e garr-samm.
Pell, war ribl ar ster e sked gouleier ar greantioù.
Lezet ‘m eus war va lerc’h ar sonerezh.
Tud eürus o tañsal o buhez sioul ha didrabas.
Pep hini e huñvreoù, e ved en ur voestig kartoñs livet flamm.
Nag a draoù kaer, eeun, skedus, dastumet, sparlet e-diabarzh pep hinienn e tommder ar fest.
Hiniennoù a dro, a lamm, a dalm.
Hiniennoù.
Chadenn an danserion zo un handerc’hañ.
Unan mezevellus,
unan kompezus,
pell diouzh pep dislavar,
diouzh pep kenniñv.
Buhezioù sioul eston.
Keloù ebet.
Mat pep tra ?
Ya, mat pep tra.
Un diouer ?
Den ne oar.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.