flour

flourKen flour e oa he c’hroc’hen ma ‘m bije he zañvaet, aze, un askell, tener ha treuzwelus…
Lammet eo war he marc’h rouz ha va laosket he deus e-giz ur peul e-kreiz an hent.
Bannet he deus poultrenn ha pri warnon.
Petra ‘m boa kredet lavarout ?
Arabat e oa touch outi, sellout outi, soñjal enni.
Aet e oan d’ul loen vil hag hudur.
Petra an diaoul ?

Ha ne oa ket aze un estlamm, un esmae na vefe ket heptañ eus an denelezh ?
Hag edon re lous, re zivalav, re zisprizius ?
Ne oa nemet komzoù… Ha ne dalveze ket ar c’homzoù d’an eztaol ?
Ne oan nemet un den.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.