frai kozh

nag un hir a amzer
tost pergont vloaz a lavarez
hep en em welout ken
ha setu ni
ha me kozh da vat
ouzh da welout
erlec’hiañ ouzh ar paotr yaouank
an tad-kozh dirazon
hon buhezioù yaouankiz
o tifoupañ
bloavezhioù rouez
da sevel ar bed
buhez a eskore
c’hoarioù
poanioù
drochiri ar skoliata
tidegezh
ardivink gouiziañ ur bed estren dimp
divarrek da freuzañ hon plijadurioù pemdeziek
setu ni kozh
pep hini e dammoù eus ar miltamm
eus ar bed
glan
brokus
kenedus
na vo den d’ o laerez
d’ o dreveziñ
d’ o frenañ
d’ o c’halvezañ
dreist da ijin nep den
hontkenderc’hañ diles
dister
dilez ebet ganimp
bepred gant an hent
pell diouzh an alvez bouzarus
derc’hel
gant meur a hini all
ken uvel
ken dister
aet da voged
ni zo
bepred

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.