Tonkad ebet dit,
Nac’het dit nep buhez politikel, stuzegezhel, armerzhel.
A bell ‘zo out argaset, milliget, heskinet.
Holl Stadoù ar bed o deus ouzhit troet kein.
En harlu emaout da viken.
Evit ur gwenneg toull o deus da vreudeur gwerzhet o douar, o ene.
Aberzhet out bet gant an denelezh da walc’hiñ he nammoù.
Aner dit goulenn perak.
Aner dit klask un dic’haou.
Aner dit krediñ e teufe.
C’hwi e genvroidi stuziet kaer ha pinvidik,
Deuit. Ac’hanoc’h en deus ezhomm bed an dud fichet mat.
Hag ho preudeur neuze ?
Tud a netra !
O marv a ray deoc’h ur plas e-mesk an dud vat ?
Siwazh,
Ne vo nemet gwad skuilhet ha skuilhet c’hoazh dre ar bed,
Pobladoù o vont da spesoù diziwezh.
Nage ! Ur plas zo da bep hini,
Dit frai, ha din-me,
Er bed hon eus da sevel,
Chanter ramzel.
Arvestiñ a ran lezirek ouzh ar bed o jestraouiñ avat.
Ha gortoz a rafen ar marv ?
Ha marv e vefen,
A drugarez d’ hon bourev tuet mat ?