emañ aze
disgwel
e kement frailh
kement faout munut
er c’horf euzhus
ramzel
o noziñ
lonker al loar hag an heol
ar yaouankiz hag ar gozhni
ledet evel lanv war an douar
debriñ
uzañ
terriñ a ra
o sevel diastal ur voger kreñv
ur c’hreñvlec’h difaezhus
noz peurbadel war ar bed
e pep lec’h avat e tarzh stered
livioù flamm
lutigoù a vil vern
a-strew
digenvez
tener ha kreñv
a yelo deiz pe zeiz d’ober un tantad
da c’houlaouiñ ur bed nevez
splannoc’h eget biskoazh
heol nevez
kanaouenn
flouradenn
burzhud an den
azginivelezh
war lerc’h an deizioù du