Mediapart zo ul load keleier war internet. Kelaouiñ enklask a reont, mont da glask traoù estlammus (pouezus ?) dilezet, sañset, gant ar mediaoù boutin.
Evit lenn o skridoù war al load eo ret talañ, neuze ne lennan nemet an titloù bras. Koumanantet on bet d’ ul load all, Arrêt sur image (Drafad), ha dipitet. E-keñver furm ha dodennoù ne oa ket pell diouzh ar wask henvoazel. Lod brasañ an dud a emelle er foromoù a oa ganto stuzegezh an holl lennerion deboner, azeulerion ur skipailh ken brav, ken oberiant, ken soutil.
Ar mediaoù-se zo warno an hevelep rediezhoù hag ar mediaoù henvoazel : gwerzhañ, dastum arc’hant a-walc’h evit padout, ha marteze ober buzadoù. Da heul e kouezhont en hevelep furmoù kelaouiñ. N ‘eo ket kelaouiñ, diskuliañ, dezrannañ o ober pennañ, hogen gwerzhañ keleier. Da zont a-benn e rankont leurennañ o labour da zedennañ arvalion-arvesterion.
Setu titloù war Mediapart :
Syrie : le parlement français sera-t-il le seul à ne pas voter ? (Siria : hag e vo an dael c’hall an hini nemeti da na vouezhiañ ? Bettencourt : les juges se paient les journalistes et le majordome (Bettencourt : ar vreutaerion en em brof ar gazetennerion hag ar mestr-a-di (meur a ster a c’hell bezañ da «se paient»)). An daou dalbenn zo amjestr a-walc’h ha skogus da higennañ an arval.
Hag emeur war hent ar c’helaouiñ avat ? Furm moederezh ar varc’hadourion keleier henvoazel o deus, ha kempoell eo gant klask gwerzh d’ o labour.
Trouz o deus graet en dro d’ an afer Bettencourt da skouer.
Lennet ‘m eus gant ur gazetennerez eus Le monde he doa nac’het plediñ gant ar stlenn kaset dezhi gant ar breutaer perzhiat er prosez en doa da heul e gaset da Mediapart. Tud Mediapart o deus goapaet ar gazetennerez p ‘he doa c’hwitet ober un taol gant an taol.
Ar gazetennerez a zisplege he doa nac’het ar c’hinnig peogwir e oa skuizh gant ar vreutaerion a arvere ar wask evit adluskañ ur prosez sac’het.
Klevet ‘m eus nevez ‘zo e tremenfe dirak al lezvarn ar mestr-a-di en doa stenwezet pezh a lavare an dud e ti e implijerez, hag ivez ar gazetennerion o doa brudet dielloù a selle ouzh buhez prevez an dud. N’ eus ket anv, ur souezh, da varn ar breutaer en doa roet d’ar wask ar stenwezadurioù evit kas war-raok e labour.
Pegoulz e ray ar gazetennerion un enklask a-zivout an dud a lezenn a arver ar gazetennerion da zisac’hañ o frosezioù, ha war al levezon a zo bet gant seurt doareoù war emdroadur ar wask ?
An aferioù-se n’ int ket bet lusket war intrudu kazetennerion, hogen gant ar vreutaerion war glask adluskañ o frosezioù.
Ar gazetennerion a leurenn o c’helaouiñ enklask war batrom an handerc’hadoù amerikan. Padal ne glaskont ket kelaouiñ war arc’hwelioù arvarus ar gevredigezh hogen gwerzhañ tudenn an enklasker kalonek.
Un enklask o c’hasfe da ziskuliañ disterded an taolioù ha da deurel gouloù war un degouezh boutin hag arzaeladus : an dud o deus ar galloud ne sentont ket ouzh al lezennoù, hag unan ken boutin all : ar vreutaerion a arver ar gazetennerion.
Padal ne oar ar gelaouennerion nemet embann un heuliad istorioù kantet d’ un hinienn a zuont, mont a-du gant kadouriezh ar vreutaerion, hag emleurennañ e kelaouennerion enklask…
Politikerion, kazetennerion a genderc’h an un arvest. C’hoari a reont, dezerc’hañ tudennoù kazetenner pe bolitikour. N’int ket dremmourion hogen ganniaded, dezerc’hourion dister o micher en un arvest marc’had mat giz skinwel beziadoù.
E-keit-se e labour an dud wirion, tud a vicher, stuziet, pell diouzh ar rakleur ma tifret seurt ganniaded da leuniañ goullo ar bed dister ma vevomp ni, kaeliet.