Diaes eskemmañ gant an dud an arvar a sav ennon pa ‘z eus anv eus ar brezhoneg.
An dud a vevenn dibab ar yezh ouzh an hinienn. Un «afer personel», an «identelezh», e brezhoneg a-vremañ. An trivli hep mui. Diarzaeladus neuze. Le breton tu l’aimes ou tu t’casses.
Ar frankiz dibab a vefe ger stur ar vrezhonegerion ?
Perak e lakaan-me dibab ar yezh e-par ar rezid ? Evidon eo dibab ar brezhoneg un ober rezidek, un digor d’ar bed holl ha n’ eo ket soursi ur frankiz hiniennel amjestr.
Un dibab bevennet d’ an hinienn ne c’hell bezañ nemet ur beveziñ brezhoneg. Dalc’herion ar frankiz a ra gant ur yezh evel gant forzh peseurt mad beveziñ. Da bep hini e barlant «kustomizet».
N’ emeur ket aze e par an oberiañ, e-par un embregerezh denel klok ha digor war ar bed.
Seurt emzalc’hioù a gaver gant tud a labour evit Ofis ar brezhoneg da skouer. Mont a reont da besketañ ar gerioù a blij dezho hervez ar goulenn o deus, hep derc’hel kont eus kempoellded ar yezh.
Kempoell eo ar yezh en e furmoù, en e oberioù.
Skouer un danzeadur amjestr evel «naouegezh artifisiel» a amprest ur gêr krouet en ur vaezienn yezhel digor war ar bed ha resis (naouegezh) hag a beg outañ ar gêr gallek «artificiel» diresis hag amjestr, a dro kein d’ ar brezhoneg arnevez bev e gounid ur c’hoari diboell. Ur beveziñ eo, un distrujañ, ha n’eo ket ur c’hrouiñ. Krouiñ a zegas poell, a zegas danvez bev o lec’hiañ ar brezhoneger er bed, a ra eus ar brezhoneg ur benveg da grouiñ bed.
Beveziñ a zigenvez an yezher, a ra anezhañ un elfenn dizanv eus yoc’h ar vevezerion, laeret digantañ e lec’h er bed hag er geoded. Koll a ray ar yezher e amzer da vrudañ e yezh, da vevennañ ar bed d’ e yezh.
Ar brezhonegoù rannyezhel ploueel a oa enno kalz muioc’h a binvidigezh, kal muioc’h a zenelezh.
An dezeviñ renet gant tud Preder a oa ennañ ar binvidigezh-se ivez, ha n’eo ket bet savet ganto «naouegezh alvezel» war ar prim evit leuniañ ur goullo e giz tud tapet e divedelaat ar gevredigezh veveziñ.
An arvar zo n’eus ket a vrezhoneg evit gwir. N’eus ket ur framm, ur stroll tud a zegasfe poell d’ar brezhoneg. Neuze e c’hell soñjal pep hini e c’hell ober forzh petra gant ar brezhoneg.
N’eo ket hepken ar gerioù a zo meret evel ma vefent afer un hinienn en e gorn hogen ivez an doare skrivañ. En em gavout a ra bepred tud evit danzen un doare skrivañ dezhañ hep derc’hel kont eus al labour bet graet abaoe kantvedoù.
E ‘m farez e oa un den, Doue d’e fardono, a felle dezhañ sevel un doare skrivañ reizh evit ar brezhoneg. Kaset en doa din, e galleg, ur skrid ma tisplege pegen fall e oa an doare skrivañ unvan, ha zoken an holl re all ha brezhoneg ar skolveur frañses.
N’eo ket ur gudenn, c’hwi wel mat, bugale skoliataet er skolioù Diwan a ra berzh. Anat eo o deus da yezh ar galleg evit gwir. E nep lec’h ne c’hellont mont gant o brezhoneg. Evel an holl vrezhonegerion, zoken ar re o deus klevet brezhoneg a-vihanik, e klevont galleg bemdez.
E pelec’h emañ ar vrezhonegerion o deus renet o buhez e brezhoneg ha sevenet o labour, o freder, o buhez kevredigezhel, o buhez keodedourion, e brezhoneg ?
Keit ma chomo ar brezhoneg un dibab angerzhek, hiniennel, e chomo ar brezhoneg divarrek da dalañ ouzh ar bed, da grouiñ bed.
Meizet eo bet ar saviad a bell ’zo hag un toullad labourioù talvoudus zo bet kaset da benn adal kantvedoù. Bepred eo en em gavet tud evit kas al labour war-raok.
Hiziv avat, pezh a zo trec’h eo ar stuzegezh frañses. An dud ne veizont ket ar brezhoneg evel ur benveg da vont d’ ar bed hogen evel un doare sac’h kozh da lakaat ar bed da zont e-barzh. Brezhonekaat ar bed, hag an aliesañ eo an alvez, ha n’eo ket bedelaat ar brezhoneg.
Teneraus eo hogen dismantrus evit ur yezh.
Ne gemerer ket hent ar sevenadur. Reizh eo peogwir e vez meizet ar sevenadur diouzh ar gevredigezh veveziñ eleze diouzh an alvez, diouzh kenderc’hadoù, marc’hadourezhioù kulturel. Penaos e vefe ijinet un hent all pa sol an dud war ar stuzegezh frañses, pa reont gant binvioù gallek, pa vevezont traezennoù kulturel a glaskont livañ brezhoneg warno.
Pezh a anvont culture bretonne zo ur glad, un dra da virout peogwir eo tomm d’o c’halon. Ne reont nemet merañ traezennoù a adsked ar stuzegezh c’hall. Aesoc’h eo dezho pa ne redi da striv ebet ha pa ro koustiañs vat.
Frañsizion e chomont ent sevenadurel, eleze e welont ar bed a-dreuz d’ o stuzegezh c’hall, hag o seurtanvet sevenadur brezhon, pe kelt, n’ eo ket muioc’h eget kinkladurez prevez o neiz tiegezhel, «chaovinegezh».
Krediñ a reont e c’hellfent kaout skoazell Frañs evit «saveteiñ» ar brezhoneg. Doareoù politikel, armerzhel ha sevenadurel Frañs a ra n’en deus ket ezhomm pennadurezhioù ar Stad c’hall eus ar brezhoneg. Ouzhpenn ne saveteer ket ur yezh, buhezañ a reer ur yezh, pezh a empleg ober dibaboù drastus.
Er bloavezhioù seikont e oa c’hoazh un toullad tud a ouie e oa d’ar re a zibabe ar brezhoneg krouiñ amveziadoù e zistro d’ar bed.
Pezh a soñje an dud en amzerioù-se eo ne oa ket bet distrujet ar brezhoneg gant Frañs. Pezh a zistruje ar brezhoneg a oa disterded labour ar vrezhonegerion. Seurt disterded zo bet trec’h a c’hellfec’h krediñ o welout an holl gwitibunan hiziv an deiz tamall d’ ar Stad C’hall stad truezus ar yezh ha war un dro mont da c’houlenn an aluzen digantañ.
Diaes eo bezañ un den er bed. Aesoc’h eo lakaat da gablus tud n’o deus foutre ezhomm eus ar brezhoneg evit mont d’ar bed.
An dra nemetañ a c’hell ar c’hallaoued degas d’ ar vrezhonegerion eo o sevenadur ha pinvidigezh o yezh, evel an holl bobladoù eus ar bed. Lavaret eo bet an dra-se c’hoazh e derou an ugentvet kantved ha mantrus eo e vefe bet disoñjet.
Setu perak e’ m eus arvar war ar pezh a reer hiziv.
Ret eo eskemmañ ha kenlabourat evit ma c’hallfe eginañ un digor bennak d’ ar brezhoneg d’ar bed hag evit lakaat ar fri war an hentoù bac’h a zo puilh, ken klet ha ken hoalus ma ne c’haller nemet o heuliañ gant plijadur.