glav

glavFlour eo an diskar amzer.
E liorzhoù ar gêriadenn e stou ar bleunioù o livioù tener dindan an takennoù glav.
Glav-pil a ra.

Un den a ya gant an hentig a-dreuz d’ ar vourc’h vihan, gleb-teil. Kammed ha kammed e sank er maezioù. Steuziañ a ra ar gêriadenn.
Sellout a ra a-gorn ouzh ar pradeier, trellet e zaoulagad gant an dour a-ispilh ouzh e valvennoù. Tres un ti a anad, beuzet er c’hlasvez, un ti kozh, moged o tec’hout a-fuilh diouzh ar siminal, an doenn a-rez ar prad, a-vec’h ma verzher nec’h ar prenestroù bihan. Un ti uvel, mat da vezañ disoñjet gant an avel but, da zerc’hel an tommder, da vodañ an dud nes o kuzulikat, da c’houdoriñ ar re gavet aze ur bon d’o istor, d’o bezañs er bed.

An den a ya, miliadoù a voulomoùigoù glav o redek dirazañ war an ter-du.
Dizehan e tasson sonerezh o redadeg, simfonienn meurdezus, don, sioul, neuz ar beurbadelezh.
Koumoulennoù du hag izel zo war an oabl, brokus, goudorus, a skuilh dour fonnus war ar bed.
Tevel a ra ar barrad, trumm.
Dirak, en diabell, un askell glas en oabl, a-serzh d’ un tiriad er-maez gwel, dianav.
Mont a ra gant an hent.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.