Flapañ, marvailhat, safariñ, fraoñval, froumal, berniañ gêrioù da zerc’hel an dachenn a veure da noz.
N’eo ket mui komz hogen trouzal a reer. Al lizherennoù moullet war ar paper, treset war ar skrammoù, ar skeudennoù a viliadoù : trouz ha trouz c’hoazh.
Steuziet ar ster, uzet kened ar gerioù, leuniañ zo an amkan, kargañ, choukañ, brammat ha breugeudiñ.
Derc’hel ar gomz, derc’hel da gomz, hep damant d’ar stlenn.
Diduiñ, gwalc’hañ, mezviañ betek kleñvel.
Ger ebet. Peoc’h, disafar, didrouz, dilavar. Mut betek ma teuy en-dro ster gant pep ger.
Tec’hout rak ifern brokus ar c’haozoù. Adkavout roudoù tener ar c’haer.
Bout yaouankiz an deiz ur wechig c’hoazh, mut dindan lagad an heol, pezh divalav melenik roufennet, noazh-pilh ha splann.
Tec’hout rak an engroez ma fenn laouen an ifern yen e safar.
Flap, flap, flap a ra nijadenn an diaouled madelezhus o tasparzhañ fonnus o madigoù d’ ar vugale vrein o dent.
Kimiadiñ diouzh koroll hudur ar flapacherion a vicher ma veuz an denelezh troet d’ ur bagad deñved dibreder o redek laouen d’ an islonk.
E-giz barzh meur an amzerioù kozh disoñjet gantañ ur predig e oa barzh, ken ha ma kredas reiñ un ali d’ ar barzh o flavañ uhel a-us da ouenn an denion, ken diheñchet hag eñ e lavarin :
– Tav ! Ar bed eo a gomz, ar bed eo ar barzh, kent e selaou eo flapach koeñvet da c’herioù !