Chat noir, arts et plaisirs de la Belle Époque, musée d’Ixelles
Dudius eo ar prantadoù ma troc’h an arzourion gant an arz. Diveuziñ a reont ha pellaat diouzh un arz arzourion.
E degouezh ar Chat Noir e dibenn an naontekvet kantved ha derou an ugentvet kantved ez eont da glask er stuzegezh pobl, kanaouennoù, dañsoù, kafedioù, sirk, merc’hodennoù, skeudarvestoù.
Treiñ a reont o selloù davit goar ar bobl ha davit aozioù e labour.
Eskoriñ a ra doareoù buhezekoc’h eget reoù al livourion saloñs.
Ne ‘m boa ket graet al liamm etre Aristide Bruant, Toulouse Lautrec, Alfred Jarry, Loie Fuller, an Nabied, an Argeladourion… Koulskoude eo anat en arver ar furmoù, al lusk, al livioù, tost ouzh ar berrdresañ gant ur armerzh strizh ha skogus arveret war galz tachennoù eus an eztaol, koroll, dañs, lennegezh, c’hoariva, skeudennaouiñ, tresañ, livañ…
Roudoù al labour-se a adkaver c’hoazh hiziv, paneve gant arzourion o deus dibabet ar bandennoù treset. En o albomoù e tasson trolinennoù yoc’hoù didroc’het ar skeudarvestoù, plijadur an danevellañ, ur c’henwerc’hañ, ur goulaouiñ hag un erbar skogus maget gant un danvez poblek.
Ne bad ket ar birvilh krouus ha digor avat. Aes eo adkouezhañ e roudoù un arz ensavadekaet. N’eo ket un emsav, n’eo nemet ul luskad tud nesaet dre ur blegenn eus o buhez pe dre ur blegenn eus emdroadur ar gevredigezh. Ul vicher diaes eo bezañ brokus.
Chom a ra o oberennoù, roudoù o oberennoù, hag ar blijadur da berzhiañ en denelezh a zo boutin kenetrezomp hag a hetomp e vo marteze, un deiz, tra an holl.