gwell e vefe

gwellSachañ, sachañ pep hini diouzh e du
nemet un devezh c’hoazh
dibal
dispi
nemet padout ur predig ouzhpenn
skrapañ digant un eil un tamm eus e vuhez
hiraat d’e c’houlaouenn
da c’houlaouiñ an un arvest
c’hoarzhin
debriñ
pellaat ar rediezhoù
terriñ nep reolenn
magañ an emdouell
kammzerc’hañ
gwallañ ar buhezadurioù
evit ar blijadur
evit ar boueta
evit tec’hout diouzh reuzioù ar galloud
galloud an dud dister a zalc’h en o daouarnioù pezh a chom eus hon buhezioù.

Mousc’hoarzhin
chom seven
dinac’h
babouzañ
tevel war ar mankoù
tec’hout en ur gredenn
en ur skeudenn gaer
en un arvest cheuc’h hag aner
ober van a grediñ e ouzomp
bac’het en hon distuzegezh klañvidik
kontammet gant ar re a ren war ar geoded
dall ha bouzar
o askre goullonderet a vezañ foranet ar sevenadur evit un nebeut pezhioù uzet
judazed hon bed lugernus
na ouzont nemet berniañ warnomp gloazioù
betek an hini diwezhañ-holl
a gaso hon denelezh d’ ar marv.

Paotr
hag e ouzout derc’hel dorn d’ar re-se
pa laerezh diganimp disterachoù hon tammig buhez ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.