The hero with a thousand faces Campbell c’hoazh… (Sellout haroz)
N’ on nemet ur Yann Kouer ha kouskus eo al levr-se evidon.
Danvez an aozer zo kentoc’h ar gwengeloù en orin ar c’hravezioù. Ar c’hravezioù-se ne bledont ket gant lieselezh ar bed, o gwengeloù a venn displegañ hollad an denelezh, pezh a zo paboriñ un tammig.
D’ ur mare e klask an aozer keñveriañ ar gwengeloù gant ar sorbiennoù orin. Sorbiennoù arbennel ? Chom a ra e par ar sorbiennoù tost ouzh danvez e studi eleze orin ar bed. C’hwitout a ra war ledanaat dremmwel e studienn.
Touellet on bet gant an doare da ginnig al levr evel ur studienn o enderc’hel gwengeloù ha sorbiennoù. Meneg ar sorbiennoù zo eilrenk avat.
Ar sorbiennoù arbennel ne glaskont ket tremen d’ ur wirionez a-us d’ar re all. Goapaus int an aliesañ. Ar sorbiennour a oar emañ o klask displegañ un dra dizisplegadus. Ur poellata diwar ur buhezadur eo, diwar ar pemdez, klask lakaat atersoù ha n’eo ket respontoù hag uvelaat seurt atersiñ ha bezoud mab-den war un dro. Daoust da vezañ espar, hon denelezh a chom ur bihan a dra.
Ur fazi bras eo d’an aozer na zezrannañ ar sorbiennoù. Pa n’ o c’hav ket sirius ? Ha reiñ ur gourfouez d’ar gwengeloù. Tremen a ra hep skoazell ul lod bras eus ar sevenadur dre e zisprizout.
Ar gwengeloù meneget gantañ zo oberennoù savet da vestroniañ. Ar sorbiennoù zo savet da glask bevañ gant… Ne seller ket ouzh an denelezh diouzh an hevelep lec’h ha pinvidikaus eo.
Ur poell kefredel unventek e teu da vezañ ar gwengeloù a ziren ar bed d’un danzeadur a-us da dropell an dud. Ar poell nemetañ a vennont bezañ. Ganet o deus kravezioù undoueat lec’hiet a-us da gement buhezañ.
Ar sorbiennoù a vag ur poell pleustrek liesek. Ar sorbiennour a ro war ar prim ur respont d’ur gudenn dizisplegadus. Emouez eo ouzh e saviad. Dizisplegadus eo ar gudenn a gav e orin en un amzer n’ eo ket hini ar sorbiennour ha lec’hiet eo en ur bed arall, diziraezadus.
Pegoulz ha penaos ez eskor an denelezh ? Ar sorbiennour zo emouez ez eo arvarus ur seurt atersiñ graet adal gwerc’helezhioù kempred, berrhoali ha darnel.
Ar gwengeloù a venn displegañ pezh n’eo ket displegadus, pe beurzisplegadus. Ar c’hravezioù hag ar skiantoù a ra heñvel, tennañ a reont da sonnañ an denelezh. Dibenn an Istor e vefe ?
Ar gevredigezh veveziñ zo gant an hil-se. Klask a ra mirout ouzh mab-den a embreger e rezid dre e vac’hañ gant un dibab marc’hadourezhioù mat evit an holl. O fersonelaat zo un touell, un aridennad bloc’heiladoù.
Ar sorbiennoù arbennel a denn da c’hoapaat seurt sellad war an denelezh. Orin al livioù kroc’hen zo ur skouer. Argas a ra ar sorbienn-se pep divezelezh, zoken hini an enepgouennelourion a anad evel bevezerion kealioù prest da wiskañ.
Aon ‘m eus eo anavezet levr Campbell peogwir eo bet meneget gant Georges Lucas a-zivout e film Starwars.
Soñj ‘m eus eus ur vignonez a lavare e oa sirius-tre ar film hag ez endalc’he gwirionezioù dreist mab-den.
Barrek eo ar filmaozourion amerikan da genderc’hañ marc’hadourezhioù bankadus.
Plijadur ‘m eus bet gant ar film a chome evidon daoust d’e berzhioù kalvezel, pe en abeg dezho, ur mekanik da sipañ ar spered ha da c’houllonderiñ un doug-moneiz betek ar gwenneg diwezhañ, pell bras diouzh ur sorbienn, hag ouzh bevenn an denelezh.