Ar vaouez-se azezet ouzh taol ar MacDo, gant he bugel melegan.
Yaouank, na yaouank eo.
Sioul int o daou, seder.
He blev hir zo savet ha strobet a-fuilh a-us d’ he fenn, he arvrec’h zo enlivet warni ur skeudenn liesliv, he daoulagad zo kollet war ur poent diwelus, pell, pell. Livioù glan, lunioù glan, gouleier glan.
N’he deus ket neuz dilaouen tud du-mañ.
N’he deus ket o sell otus.
N’he deus netra a lavarfen.
Pep tra a c’hell bezañ. Pep tra eo.
Diles eo ar pezh a ro da welout anezhi daoust d’an tres eeun roet d’ ar selloù.
Kaeroc’h eget Gwerc’hez he bugel taolenn lieskantvloaziat ar mirdi a vaman dirak he livioù hag he aour.
Bev eo,
Dieub,
Kened,
Boutin,
Glan he livioù.
Terriñ a ra karc’har pemdeziek an dispriz, an digasted bannet war ar bobl-se,
Estren nesañ.
Ne c’hortoz den, tra.
Asantiñ a ra d’ an diaesañ, d’ an disterañ,
Peogwir eo hi ar gaerañ, ken eeun ha tra.
Emvataat a ra gant ar bruzhun denelezh goulezet dezhi pa ‘z eo hi ar bed.
Ober rezidek he bezañs e seurt lec’h beveziñ,
Evel nep ober rezidek ne endalc’h ket an dazont.
Reiñ a ra tro dimp bezañ.