gwerenn

gwerennStrink ar werenn
skrin va c’halon
disaotr
digousi
dic’haran
sec’het disi gant ul lien sec’h
boullded an eienenn
plijadur
tra ouzhpenn
aes
dreist

ar gazhez a glev an nor digoret
ha lammat diwar varlenn ar prenestr
ha dont e-barzh da dommañ
devezhiad a-bezh war ar skindommer

devezh o kregiñ
pelec’h emañ an dud
hag a-bell ez embregont o denelezh
amañ
er werenn
el lien
e gwigour an nor
en tommder flour ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.