Hannah ha dour ar c’halvar

HannahUn distro prim war ar pezh c’hoari gant Roparz Hemon, Dour ar c’halvar.
Kalz muioc’h a amzer a vefe da dremen gant ar skrid-se a zo pinvidik kenañ.

Er pezh c’hoari ez eus teir zudenn, An den, Ar wrac’h, ar bugel.
C’hoarvezout a ra e Breizh, er menezioù.
An den a zistro d’e gornad maezioù da heul bezañ redet war-lerc’h huñvreoù betek dont da vezañ estren en e vro. Ar wrac’h he deus kollet un dañvad. Gwisket eo evel ul loudourenn daoust da gaout peadra hervez Ar bugel. Ar bugel en deus kollet ur pezh dek gwenneg. Un teñzor evitañ daoust m’ en deus e don e c’hodelloù teñzorioùigoù all.

E stuzegezh ar ploue e oa chomet an dachenn gravezel bev hag a-live gant ar vuhez politikel. Dre-se ne glaske ket an dud mestroniañ hag oberiañ an denelezh na c’hell bezañ nemet en e rezid. Ar saviad-se a gaver eztaolet er sorbiennoù, el lennegezh pobl, pezh na c’hell ket kompren an dud a glask gourlakaat d’ an oberennoù-se preder divuhez an amzerioù-mañ.
Tud ar gevredigezh ploueel n’ en em veizent ket evel kement a zoueed o kenderc’hañ arz, preder, eztaol evel kement all a draezoù dornwezhet. Ne vennent ket bevennañ ar bed d’ar c’henderc’hadoù.

Tudenn An den zo ur stourmer, un den a glaske mestroniañ ar bed evel ma vefe bet ur bastell douar da c’hounit. Ur c’hwitadenn eo bet. Dic’houzañvadus eo ar c’hwitadenn d’ An den a oa bevennet e ved d’e hinienn. Meizet eo bet gantañ evel c’hwitadenn dre ma oa dallet gant e c’hoant mestroniañ ar bed, kenderc’hañ an istor.
Pa ‘z a d’ en em grougañ eo ouzh kroaz ar c’halvar. N’eo nemet ur c’hozh tra evitañ a zo un den a venne mont war-raok. Burzhudoù ar c’halvar n’int evitañ nemet kredennoù dispredet frouezh hegredoni ar bobl. Stuzegezh ar bobl zo estren dezhañ, digomprenadus, dispriziet gantañ.
Ar bed a vefe un dachenn da verañ ? Ar bed bevennet d’ e hinienn zo aet da werc’helezh evitañ, bed trec’h ar c’hrouer.
Disouezhet e vo an den ha dipitet. Dre chañs, pe dre bleustr, eo chomet digor a-walc’h e spered evit adkavout ar bed ha pinvidigezhioù denel en dargouezh, er burzhud.

Saveteet e vo dre hanterouriezh tud ar ploue, ur bugel farser hag ur wrac’h pizh, tud boutin. Degas a ray ar pezh a rae diouer dezho, netra nemet ur pezhig moneiz d’ unan hag un tamm kordenn d’ eben, an tamm kordenn m’ edo o vont d’en em grougañ gantañ.
Da sol e talvezo dezhañ da vont war-raok.
Ur politikaat eo. Bevañ a ra e-touez an dud. Ganto en deus da eskemmañ, da gehentiñ, da hontkenderc’hañ.
O chom a sav dirak ar c’halvar eo tapet en unan eus an dargouezhioù a c’hoarvez gant ar gantreerion, ha gwelloc’h c’hoazh, asantiñ a ra d’ an dargouezh, d’ ar c’hrouiñ bed.
Ne c’haller ket divizout krouiñ bed, ne c’heller ket divizout ar rezid pe ar gened. Ret eo bezañ aze ha digor a-walc’h d’ ar bed pa eskor.
Gant dour ar c’halvar n’eo ket bet roet d’ an den pezh en doa kollet hogen pezh n’en doa ket kavet, pezh na ouie ket edo war glask. War glask edo avat.
An den a rank tremen dre an ober evit reiñ korf d’ ar pezh na c’hell ket anavezout en a-raok. Ya ?
Dargouezh eo evidon, burzhud evit ar gravez, taol nid ? Dont a ra da wir dre ur politikaat, hag er pezh-c’hoari-mañ e c’hoarvez dre vunudoù dister ur vuhez kevredigezhel, hanezoù. Tost e vezer ouzh danvez ar sorbiennoù. Ur mister eo ar pezh-c’hoari-se a skriv Roparz Hemon e derou ar skrid.
Pep hini eus an tudennoù a gav er pred-se ar vent politikel. Diziouerus int an eil d’ egile. Emaint en o rezid. Torret o deus an tonkad a oa warno. Aet eo da hesk andon an daeroù ma veuzent o gwalleurioù ken dister, da vezañ keodedourion laouen en ur bed bividik.

Marteze he deus Hannah arvestet ouzh an dargouezh.

La crise de la culture (Between Past and Future) Hannah Arendt, huit exercices de pensée politique, Folio, Gallimard, 1972.
C’hoariva I, Roparz Hemon, Al Liamm, 1979.

Sellout ouzh ur poz all ma ‘z eus anv eus Dour ar c’halvar.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.