harz al laer !

harzallaerD’an emgann ez eont
hep gouzout dezho,
jeneraled diwelus,
o micher ar marv,
dizanv,
ouzh o bountañ dirazo
e gwasked paper moulet,
embregerezhioù flamm,
skrammoù kinklet mat,
burevioù klet.

Tasmantoù,
e soñjont bezañ tud.
Kemeret war o c’horf bev pep a lur kig,
unan pe unan aberzhet d’ ur c’horntro,
gwennaet e eskern er c’harnel.

Aeled du an dizañsper
a c’hoari ganto.
Ouzh o lorbañ gant sonerezhioù sasun,
gant prezegennoù flour,
o c’hasont d’ur brezel diskiant.

Harz !

Enep dimp emañ ar brezel.
Ne denn nemet d’ hon distrujañ,
hon treiñ da zeñved dindan kontell ar c’higer.
N’eus na feiz na spi gant ar feulster,
gant ar botoù ruziet en diskeladegoù.

An den zo ganet da sevel bed.

Hon buhez a ya da heul lorberion o gerioù goullo.
Mervel a reomp da heul bannieloù liesliv a zo tammoù pilhoù.
Stourm a reomp ouzh merc’hodennoù ken heñvel ouzhimp hejet dirak hon fri.

Treiñ kein,
kement a labour zo d’ ober,
pinvidik,
brokus.

Harz al laer !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.