hinnoal dirak al lann alaouret

Pa sellan ouzh ar geriadurioù leun a c’herioù nevez flamm, nevez moulet, glep o liv, ne c’hallan ket mirout ouzh an arvar a sav ennon.
Dre ziouer a obererezhioù e brezhoneg e tec’her en ur bed evel pa vije, ma handerc’her ennañ an obererezhioù dioueret. D’ ar gerioù e fizier an niñvañ int sañset ambroug, ezteurel, strujusaat ?
Gwalarn zo war hon lerc’h avat. Gaou daelerezhel ebet hep daelerezh.

Soñj ‘m eus eus ur bed nevez ma veze kalz gerioù a eskore, da geñver pleustradoù pemdeziek avat. Ne oa ket niverus an dud hogen niñvañ oa o femdez. Hag e ouient ?
Arvaroù ar pemdez, arvaroù an niñvañ a oa lod ar gerioù-se.
Ar pleustr a ziskulie ar mankoù, an hentoù bac’h. Un eztaol a oa, ur preder, ur c’hevredikaat, ur politikaat. Ar gerioù-mañ diwezhañ a glote gant armerzh ha leviadurezh ur geoded sioc’han, lu, hogen keoded. Ne oa ket un hekleviñ da gealioù amprestet d’ ar bed kozh. Nevez e oa an danvez, ar c’healioù hag ar gerioù.

Ar brezhoneg zo aet a-nevez da yezh un nebeut hiniennoù n’o deus amkan ebet paneve mirout o yezh pep hini en e vedig dre e gempenn e-sell un dazont huñvreet pe, dre e virout en ur stad truezus e-koun un tremened ken huñvreet all. Disveziat.
Frouezh labour tud o deus graet o annez er stuzegezh ren eo, un hollarmerzhouriezh bedel ampart da ziren kement obererezh denel d’ oberer armerzhel, dre sevel marc’hadourezhioù diouzh giz pep hini, folklor gaonac’h bepred nevesaet evit kaout gwerzh.

Penaos e c’hellfe e-kreiz seurt strouezh genel ur geriadur a vefe ur benveg pinvidik, gwelloc’h c’hoazh eget hini Vallée da skouer, o lakaat en amen d’ an holl pinvidigezh ur yezh vev ha n’ eo ket tec’hout e rediezhoù un dazont koumoulek hag un tremened ijinet ?

Penaos mont d’ ur vuhez vrezhonek ma vo lies a-walc’h an eskemmoù evit ma teufe ar gerioù da gaout danvez, da vezañ bev, da na vezañ nemet tra hiniennoù perzhek marteze hogen pizh, aonik rak ar bed a c’hallfe eskoriñ, gronnet e kambr o hiniennegezh evel ur c’hrennard a glever o lavarout me fell din bezañ me.

Sotonioù ? Gwir eo marteze. Bac’het on gant an hevelep diouer a niñvañ.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.