hiraezh

hiraezAet on da welout un abadenn e parlantoù traonienn al Loer.
An abadenn-se e’ m boa gwelet c’hoazh tregont vloaz ‘zo d’an nebeutañ.

Er bloavezhioù eikont e oa bet sellet ganin an abadenn evel un eztaol eus poblañs tud vunut ar maezioù, hag ur sellad war ar stad graet dezho.
Tudennoù an abadenn a oa tud a gaver e pep mare, e pep bro hag e pep metoù.

Hiziv e’ m eus gwelet an abadenn muioc’h evel ur sell war an tremened, war ar pezh a zo bet.
An daou skrid ouzhpennet digant un aozer all, Marc Leclerc, a sell muioc’h diouzh an tu-se. Istorioù da lakaat an dud da c’hoarzhin, plijadur glan yezh hon c’houerion gwechall, pa c’heller sellout ouzh Gaston Couté hag Émile Joulain evel skrivagnerion. Unan o fuloriñ rak doareoù ‘zo eus ar vuhez war ar maez hag an all o teskrivañ tudennoù brokus ha sioul.
Lavaret eo bet din e oa koshaat an dud pennabeg ar stumm nevez. Ne gredan ket. Kenoad on ganto, teneridigezh ‘m eus ouzh lec’hioù ha tudennoù va zremened hogen ne vankont ket din ha ne glaskan ket livañ d’an dud ar bed gwechall. Ne glaskan ket gwrizioù.
Soñjal a ran ez eus aze un dastaol eus ar stuzegezh ren. Deuet eo a-benn en ur ober pemont vloaz da freuzañ kement andon a sevenadur a chome c’hoazh er bloavezhioù c’hwegont, da argas ar boblañs en anistor.
Koshoc’h eo an argerzh. Bourc’hizion an naontekvet kantved o doa dija kroget gant al labour-se ha bourc’hizion vras ar seitekvet kantved araozo.
Hiziv eo bet kaset an argerzh da benn. An holl a gomz eus gwrizioù eus penaos e veze graet gwechall-gozh. Pep hini a zegas e barlant, e drefoedach, e rannyezh, da brouiñ petra avat ?
Ar brezhoneg zo aet da rannyezhoù, da drefoedachoù leun a c’herioù gallek.

Aet da yoc’h, ar bobl zo paouezet a grouiñ istor, sevenadur, buhez. Ar werin zo bet lezet da vervel e trobarzhioù ar c’hêrioù bras, e lodennadurioù ar maezioù.
Ar re gozh zo aet war o leve hag ar re yaouank da ziverañ o amzer a sav traoùigoù da ezteurel o gwrizioù, o fersonelezh kenkoulz ha reoù kozh.
An dud a voumoun o gwrizioù, o glad (kelt na betra ta), kement tra a vefe kuzhet mat en o c’hreizon keit ma vevont digudenn o buhez a izili ur yoc’h sklaved dindan lagad an heol, marmouzed ouest meulet ha gopret gant o mistri.
A-walc’h dezho pegañ war o feultrin un tamm banniel breizhek pe un tamm trefoedach gallek pe vrezhonek da skoulmañ liammoù gant un tremened faltaziet.
Nebeutoc’h an den en Istor ha muioc’h e tastum kinkladurioù da hañvalout bezañ.
Hiziv an deiz an emsav brezhon zo aet da heul disleberadur pobloù ar bed a ginnig un abadenn mantrus d’an arvesterion, un emlazh, hini ar yoc’hoù stummet dre ar bed gant diorren ar gevredigezh veveziñ.

Danvez a chom avat da embreger e vicher den. Ne c’hell gwerc’hekaat nemet en eskemmoù krouus, anez mont da vagañ toull du an anistor. Marnaoniet eo ar roñfl.

Ar skeudenn zo gant Jules Granjouan, poltred ur mengleuzier, 1906, Jules Granjouan, Bibliothèque municipale de Nantes et Éditions Memo, 1998

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.