hon lazhadeg pemdeziek

Nag a dud lazhet
nag a gelanoù
aet gant ar c’hleñved
aet gant ar feulster
feulster estlammus
feulster flour
taolet bemdez war ribl an hent
an hent eeun
da belec’h
eus pelec’h
aet da bavezioù an hent
an hent da dresañ
bemdez
hent eeun
hent nemetañ
an hini gwir
digant piv
evit piv

islonk
skuizhnez
tav
aon pep hini
na vezañ an hini a gouezho
un troad er c’harnel mont war-raok
kamm
ezel disneuz a ‘r yoc’had
pep hini e drouzig en e gorn
e kuzh
sioulik
furlukin gronnet e kelc’h mignoned azaouezus
enezenn glet
e kreiz flaer ar c’hig a vrein
kig an hentez

na gaer ar bleunioù el liorzh
petra vern al lazhadeg
hag e spir bezañ bleunienn ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.