hon mistri

Ur wech c’hoazh emañ ar bigi o pignat gant ar stêr meur
klopennoù goullo o kinklañ o c’houc’hioù
dispaket o gouelioù e faoutont mibin ar melezour dour
gant o c’hofadoù bagadoù stourm
mezv ar vrezelourion gant o c’hoant d’ ar gwad
ruziet o brec’hioù noaz gant al lazhadegoù tremen
divrall ez eont
sur a vezañ mibion d’ an doueed
lazhet vo ar wazhed ha gwallet ar merc’hed
aberzhet d’ o doueoù korfoù ar vugale
adal an amzerioù koshañ ez eont difaezh
remziad ha remziad
a-bell e klever sarac’h don o zaboulinoù brezel embann klod al luoz
marvet ur wagenn e tiwan unan all
bepred disheñvel
bepred heñvel
an hevelep mousc’hoarzh gourfreizher
a embann o dispriz ouzh hon gwanderioù
didruez ouzh ar re n’ int ket a ouenn ganto
mistri da viken
son
divrall
diseblant ouzhimp a ra fae war o c’hredenn
ken sur adal o muntr kentañ
a vezañ perc’henned hon dazont

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.