Huchal, choual, kunujenniñ,
Trawalc’h gant an didrouz bouzarus.
C’hoant ‘m eus gwelout tud astenn ar pezh a reont.
Gwarizius on eus ar pezh na lavaront ket.
Avi ‘m eus ouzh o dezrannoù.
Eus o amzer ‘m eus ezhomm.
Amzer a roan dezho me.
N’ eo ket perzhek a-walc’h va amzer ?
N’ eo ket bras a-walc’h ?
Ar gerioù faos zo ur samm kasaus.
Ra vo klevet un nebeut gerioù gwirion.
Emaint gant an aon rak koll o gwenneion, o sioulded ?
Hag e reomp un dra a-gevret ?
Ma ne labouromp ket a-gevret e labouront evit tud all ?
Emaint e karantez gant ar re-se a zismeg va labour.
Dismegañs n’eo ket dezrannañ.
Dezrannañ a dalvez bezañ politikaet,
Meizañ e-par ar gevredigezh ha n’eo ket e-par an hinienn,
Bezañ gant ur preder, ur gealiadurezh,
Bezañ prest da emdreiñ, da gemer perzh en un ober daelerezhel.
Ur vezh eo lenn ur bagad chaovined meuliñ o Breizh voumoun.
Skuizhañ a ran gant o chapelioù mogedek,
Skuizhañ a ran gant o goularded.
Gwarizius on eus o chapelioù, o c’helc’hioù strizh ha paour,
Hogen ken klet.
Bezañ e-barzh, kemer perzh, bezañ anavezet, moumounet…
Kaoc’h ki, ne fell ket din bezañ evelto,
Pep hini o sevel e iliz veur e bloneg da lidañ…
Da lidañ petra ?
Ganet eo ar mabig Jezuz a brofo e vuhez da sevel ur bed kaeroc’h, brokusoc’h ?
Ne welan nemet tud, dirak ur melezour, a zastum, a zastum…
Evit an dazont, evit o bugale, evit Breizh, evit ar Yezh ?
Evito !
Gwell eo klevout seurt bleupadoù eget bezañ bouzar emichañs, daoust ma…
Gwelloc’h mont da gemer ur pochad.
Ya, huchal, choual, kunujenniñ, tarzhañ,
Pa lenner kement a sotonioù a bep seurt,
Pa dav an dud speredekañ.
Perak ? N’on ket seven a-walc’h, n’on ket stuziet a-walc’h d’o selaou ?
Pizhoni eus o ferzh, na goll o had prizius ?
Sur int eus o meurded ?
N’ int nemet tud.
Denion omp.
Kaoc’h ki !