Hag ez eus eus ar gened ?
Hag eo ar sell a daolan war ar bed a ra ar gened ?
Hag ur perzh eus ar bed e vefe ?
An den ne rafe nemet skoazellañ e genseurted da dostaat ouzh ar gened ?
Kavout a rafe kalvezderioù da skorañ sell e genseurted ?
Mar n’eo nemet ur sell war ar bed eo va sell a rafe kened skeudennoù Vivian Maier, ha va sell war an abadenn ‘m eus gwelet n’ eus ket pell a rafe he ferzhioù skort.
Iskisat abadenn.
War leurenn ar c’hoariva ken hag e skeudennoù Vivian Maier n’eo ket ar pemdez a zo.
Er c’hoariva e ra ster pep jestr, pep hent, pep ger, pep sell.
Dec’h da noz er c’hoariva ne oa nemet trouz. Ur ger a aloube an all, ur jestr, un dilec’hiañ, ur sell a dalveze an hevelep tra hag ar ger pe ar c’hontrol mik e-lec’h degas ur sklerijenn all, ur diarsell all, ur poent all d’ an arvesterion da embreg o skiant varn, o buhezañ. Mezviet e veze spered an arvesterion. Eskemm ebet, nemet ur brezegenn distumm bannet war an dud, kozh menozioù kozh da lezel an dud disoursi, diarver o skiant prenet, laouen da vezañ ar re vat : ar re gozh a ouie diouzh an traoù, ar plant fall zo mat, ar gounezvouederezh zo an droug…
Bloc’heiladoù nay da lorbañ an dud war skouer ar bruderezh tamallet d’ar re zroug, pa ne veze ket adkemeret war-eeun selladoù ar stuzegezh trec’h war ar bobl, evel an adanv fall pe pouez-mouezh rizhek ar c’houer…
Ur bed zo da sevel bemdez, kened zo da c’henel.
Ar stuzegezh pobl drevezet gant an dud zo ur gwiskamant goullo.
Hag e vefe bet trellet va sell deiz an abadenn ?
Trugarez bras da Vivian Maier kaout ur sell ken brokus ?
Vivian Maier, street Photographer, edited by John Maloof, powerHouse Books, Brooklyn, NY, 2011