istor berr

istor-berrLavaret ‘m eus dec’h da noz e oa aes sevel un istor berr kentoc’h eget kregiñ gant ur marvailh toull a badfe un eurvezh. Hag e oan sur eus an dra ?
Marteze.

Ur wech, en ur gêriadenn e-kreiz an douaroù krin, e chomas ar blomenn a-sav, sac’het. Banne dour ebet ken evit ar gêriadenn.
A-benn un nebeut devezhioù, en ur goumoulenn boultrenn eo degouezhet ar paotr, yaouank, gant e garrad binvioù.
Merc’hed ar gêriadenn zo chomet bamet dirak e zaoulagad glas treuzwelus. Ar wech kentañ e oa dezho gwelout ul liv ken iskis.
Kaer e oa an holl verc’hed er gêriadenn, hogen Ouna, hi a oa ouzhpenn un tammig sorserez. Kelennet he deus dezho holl e oa ar paotr ganet eus an dour.
Savet e oa un aezhenn eus an dour bras goret gant an heol, aet e oa da goumoulenn en oabl glas ha kaset e oa bet gant an avel e-kreiz an douaroù krin ma oa diskennet war an douar e stumm un den dour. En e zaoulagad, ne oa ket ul liv. An dour a stumme e gorf eo a zeue a-wel d’an holl, dres evel ma veze gwelet en o daoulagad teñval an douar a oa aet d’o stummañ.
Ar blomenn a yeas en-dro.
Ar paotr a yeas kuit.
Ouna a c’hanas ur bugel a oa dour ha douar war un dro.
Morse n’eus bet ezhomm ken eus ur ratreer er gêriadenn adal an amzer-se.
Sac’hadenn ebet ken gant ar blomenn.
Da heul ar burzhud eo aet gounideion ha dornwezhourion ar gêriadenn da vailhed war o micherioù a zeue kaeroc’h kaerañ ganto. Kresket eo barregezhioù an dud da sevel istorioù, kanaouennoù, sonerezhioù. Tiez kaer zo bet savet, kizellet ha livet ivez. An dud zo aet a-unan gant kened kement buhez ha beved a oa er vro.

A c’hêriadenn da c’hêriadenn en em led ar burzhud hag a-raok pell e teuy ivez da vezañ kaer hon bro.

Mat, n’eo ket kalz a dra, ha mard eo borodus, ne vo ket skuizhet pell an dud gant va c’homzoù.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.