istor fentus

istor-fentusJul Granjouan a zegas muioc’h da Vreizh eget an holl vreizhkarourion peogwir e krou evel den.
Tamal a rafe tud ‘zo dezhañ e dresadennoù a-zivout an Unaniezh Soviedel. Ret eo soñjal avat ar spi ez eo bet an dispac’h soviedel evit an dud a wele stad labourerion ar gevredigezh c’hreantel war greskiñ.
Ne c’hallan ket disoñjal an eskemm etre Vaklav Havel hag ar c’helaouenner Serge July. Ar c’helaouenner a lavaras d’an aozer : memestra aotrou Havel eo ret anzav e oa ar gomunouriezh un dra euzhus, Havel a respontas d’ar c’helaouenner otus : Evidomp ni eo bet e-pad bloavezhiadoù ur spi bras.
Ar c’helaouenner gall, ez-kleizelour mae 68 a oa ur bourc’hiz gall hag e sell ouzh poblañs labour Frañs a oa kealiadel rik ha ne ouie diwar-benn ar gomunouriezh nemet ar pezh a oa ret lavarout. Ne oa ket soliet e gomzoù war ur pleustr digor war wellaat stad ar werin, gwellaat ar bed. Evel lod brasañ kleizelourion en o bleuñv er bloavezhioù 80 e oa devoudet e emzalc’h gant eskoradur furm beveziñ ar gevalaouriezh. Digudenn en deus kendalc’het da derkañ e blas er vourc’hizelezh vihan ensavadurel, d’ober e droioù furlukin er wask er skinwel hag er skingomz, ha da sammañ e lod eus al labour distrujañ ha reolatadur diziouerus da yoc’hekaat ar werin. Ar yoc’hoù zo evel ar chatal e dalc’h o mistri a veizont evel ar re o mag.
Faziek eo hevelebiñ naziegezh ha komunouriezh soviedel. An naziegezh zo bet ganet gant ar youl da zistrujañ nep emsav micherour en Alamagn gant skor ar renkadoù ren. An hent kemeret abaoe gant ar c’hevredigezhioù kornogat zo en hil ar prantad-se. En o mare e oa luskadoù kleizelour 68 e Frañs beuzet er stuzegezh ren. Goulenn a raent digant ar Stad profañ dezho muioc’h eus an eurvad beveziñ marc’hadourezhioù. Azon an anistorekaat hag an dibolitikaat oa warno.
Havel a oa un den en Istor. Ne adlavare ket luganoù, ne bege ket liketennoù. Dezrannañ a rae ar bed ma veve ha sevel un hent nevez.

Breizhkarourion hon amzer zo ken kilstourmer ha kleizelourion 68. N’o deus amkanioù ebet a vefe soliet en Istor. Goulenn a reont ha n’eo ket krouiñ, arverañ luganoù ha n’eo ket dezrannañ. Arc’hañ a reont digant Frañs ar renerion ur plasig en hec’h Istor.
En 19vet kantved e oa dija Luzel ur c’hilstourmer tost ouzh breizhkarourion hiziv. Azeuliñ a rae ar stuzegezh koueriadel, henvoazel evitañ. E ober a yae da heul e sell diavez, sell ur bourc’hiz taolet diwar-c’horre war dud ar maezioù. Ret e oa mirout war ar paper an traoù kozh a yae da get evel ma ra an danvez bourc’hiz dilezet gantañ e stuzegezh pobl da c’hounit e blas er stuzegezh ren, pezh a zo evitañ an emdroadur kempoell nemetañ. Hiraezh.
Ne wel tamm ebet stad truezus ar boblañs. N’eo evitañ nemet unan eus arouezioù un henvoazelezh a zo bet. Neuze eo ret d’ar boblañs plegañ d’ar bed nevez a ra he saviad truezus, n’eus hent all ebet… Evit gwellaat he stad. Evit Luzel eo an iliz ha bandenn Kervarker a zo atebek…

Kervarker zo emouez ouzh stad truezus ar boblañs. Gwelout a ra penaos eo distujet he stuzegezh. Ur stuzegezh bev e oa, o dedaoliñ sevenadur, perzhiadur er bed. Risklañ a ra d’un dastumad boazioù, gizioù, er-maez Istor. Alese e ober war an danvez tost outañ, e striv da adlec’hiañ oberennoù ar bobl en Istor. N’eo ket souezhus gwelout an dud en anistor, pe en istor Frañs, barn e labour evel faos, faziek, touellus.
Ne vir ket ez eo kouezhet labour Kervarker en anistor gant ar vreizhkarourion na welont ket pelloc’h ennañ eget na wele Luzel e stuzegezh ar maezioù.
Ar re na welont ket al liamm a zo etre Kervarker hag ar werin zo kenkoulz war hent an anistor. An hevelep liamm a gaver etre Roparz Hemon hag ar boblañs. Ar re-se o deus krouet un istor a zo en un hil istorek breizhek, pe emsavel, n’ouzon ket resis. Evit ar re na welont ket istoregezh al liamm a glask ober Kervarker etre e daol krouiñ hag ar bobl ez eo diac’hinad. E diouer a Emsav n’eus dezrann ebet gallus war Istor Breizh. Trepetoù arlezat da Istor Frañs eo ar pezh a c’hoarvez e Breizh.

Ar vreizhkarourion pa c’houlennont goudor ar Stad c’hall hag ar stuzegezh c’hall evit adskoulmañ gant un hil brezhon zo kenkoulz en anistor ha Serge July o lavarout da Havel ar pezh a rank soñjal diwar-benn ar gomunouriezh. Ne reont nemet askenderc’hañ o flas a zifreterion er gevredigezh c’hall. O roll istorek nemetañ eo. N’o deus istor ebet er-maez istor Frañs, alese emichañs o azeulerez evit Anna Vreizh rouanez Frañs.

Jules Granjouan a sell ouzh ar werin ha pezh a gaver en e labour zo e sell war eztaol ar werin hag an drastus ez eo ar stad graet d’an dud er gevredigezh c’hreantel. Ar preder-se o hentiñ e labour, eztaolet pe get, a ra anezhañ un oberenn.
Ra ‘m digarezo d’ e venegiñ e-serr va rambreoù. Re zister on avat d’ ober un droug bennak d’ e oberenn ha ne ‘m eus abeg ebet da dremen hep ar blijadur d’he menegiñ.

skeudenn : Jules Granjouan, le premier mai sera très calme à Courrières, Dessin pour l’Assiette au Beurre, Courrières, n° 260, 24 mars 1906, e-barzh Jules Granjouan, Bibliothèque municipale de Nantes hag éditions MeMo 1998

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.