GWALARN niv. 110 111 Genver C’hwevrer 1938, p. 23, Jakez Riou gant Youenn Drezenn
Liammet eo buhez Jakez Riou ouzh hini Youenn Drezen adal an deiz m’o deus kejet pa oant 12 vloaz, d’ar 14 a Vezheven 1911, «…e-tal ti-bras an Hent-Houarn e Kemper» evit mont gant an tren o c’hasfe da Spagn da vezañ stummet evel beleion. Ne vo dispartiet an daou frai nemet gant marv Jakez Riou e genver 1937.
Ganet int d’ ur mare ma oa ar brezhoneg er gêr hag ar galleg er skol hag e kêr.
«Gant ar brezoneg, ne daez ket pelloc’h eget Kemper !» (notenn 1) a lavare ur c’hrennlavar meneget gant Youenn Drezen.
«…ne vije ket deut d’imp ar soñj ober fae war ar brezoneg. Nemet, va Doue, d’ezañ da chom en e lec’h, da lavarout war barlenn ar vamm, e korn oaled an ti, ha gant an amezeien tosta…»
Gant ar skol o deus tapet ur stummadur gall klasel ha disoñjet ar brezhoneg.
«Desavet e oamp, ha kenteliet e oamp…da zont, dres e-giz Gallaoued bihan fortuniet, ganet e-touez ar galleg.»
Meur a abegoù diemouez o c’hasas da vont d’ ar brezhoneg ha da zizoleiñ e oa ur yezh par d’ an holl yezhoù, pezh na oa ket anat dre an arver a veze graet eus ar yezh-se er vro, ken gant ar re a oa kouerion ha micherourion, ken gant ar yezhkarourion a oa kefredourion vihan proviñsel al lod brasañ anezho.
«Ma vijemp chomet e Breizh… hor bije, sur a-walc’h, kendalc’het da « gomz brezoneg » ; suroc’h c’hoaz, avat, ne vije ket bet ac’hanomp « skrivagnerien brezonek ».
Da gentañ en un doare hiniennel, neuze etre mignoned bet en harlu, neuze a-ratozh kaer en-dro da Walarn, o deus kaset war-raok o anaoudegezh hag o fleustr eus ar yezh.
O amkan a oa kas er yezh-se o c’hoant skrivañ. «…sevel e brezoneg oberou talvoudus drezo o-unan…»
E-kerzh ar bloavezh 1917 e krog Jakez Riou da skrivañ da vat e brezhoneg zoken ma chome gantañ labour d’ ober evit bezañ ampart. «…a-zivout hon diakuited war ar yezadur, talvoudegez reiz ar geriou, o doare-skriva, ar c’hemmaduriou, — an dra-mañ e keñver ar yez, ar benveg — hag ivez a-zivout hon diouiziegez klok eus an dud hag ar vuhez.»
Ret eo soñjal e oa 18 vloaz ar gañfarded-se.
Jakez Riou a skrive «… kement tra a droe en e benn.» «…n’oa ket evitan ar brezoneg kozkailhez evit eur mirdi, pe eun dra gurius da ziskouez d’an estren ; eur benveg diskleria e sonjou, ne lavaran ket, eur benveg beo, tomm d’e galon, sklintin d’e skouarn, tostoc’h ouz e spered…» «…Edo o klask e hent, a-dreuz diank, tro-wenn, pe a-wechou, berz-mat. Ha dizamant d’e boan.» «Jakez Riou ne rae ket an ijin diouer d’ezañ. Ar skoazell an hini eo, hag anaout e hent.» «Diouer amzer ha buhez tenn. Diouer kelaouennou ha skridvarnerien.» «…n’eo ket eun dra aes en em zigontamma pizrac’h diouz an deskadurez estren, mirout ar ouiziegez, en em varrekaat war ar vicher, hep disteraat galloudegeziou ar Ouenn.» «Ma lakaer a gostez Roparz Hemon — abaoe m’eo ganet « Gwalarn » — hag I. an Diberder, hag, eun disteraik ivez, Loeiz Herrieu, n’oa en-dro d’ar skriverien vrezoneg nemet kanmeulerien. Degemer kalonek a veze graet da gement bram…»
«Plega ‘rae (Jakez Riou) an awen d’e youl, plega ‘rae d’e venoziou e yez, anezi eur benveg gwevn, resis ha pinvidik.»
Dudius eo ar skrid-se pa laka an dizolo war ar pezh a reas gwander ar brezhoneg, eleze tud a rae anezhañ ur folklorach lec’hel e skeud ar galleg yezh «a gultur», ha penaos o deus tud yaouank roet lusk dezhañ.
Gwelout a reer penaos o deus pleget begennoùigoù ar Basse-Bretagne d’ ar stuzegezh ren hoc’h ober eus stuzegezh o bro kinkladurezh ha c’hoari evit bihanvourc’hizion, keit ma ledent ar stuzegezh ren evit ar «vuhez sirius», beved ha buhezañ. Lakaet o deus ar yezh da zizeriañ dre gas d’ o heul davit ar galleg poblañs ar maezioù.
N’ eus nemet un nebeut tud yaouank o deus taolet pled ouzh barregezhioù ar brezhoneg, e binvidigezh, e gened, e gwevnded. Eus ur yezh a yae muioc’h-mui d’ ur benveg da gas da benn un darn eus ezhommoù bevedel ar pemdez, dreist-holl, o deus graet ur yezh vuhezañ o talañ ouzh gwezhiañ klok mab-den.
Daoust dezho eo bet graet marteze, nemet peogwir int bet kizidik ouzh ar frailh anadet etre o stummadur gallek hag o stuzegezh vrezhonek e bed derou an 20vet kantved. Kement-se o c’hoarvezout dre emled ar stuzegezh c’hreantel a zegase ganti emdroadur ar maezioù hag ar c’hêrioù, brezel 14, lezennoù a-enep ar skolioù kristen ha me oar-me…
Kredet o deus ledañ dremmwel ar brezhoneg dreist da dourioù iliz-veur Kemper.
Ramzel e oa al labour d’ ober evit genel ur stuzegezh vrezhonek a vefe bet an diaz d’ ar sevenadur. Begennoùigoù Breizh o doa dibabet Frañs hag ar galleg, hag ar boblañs a yae d’ o heul. N’ eus nemet hiniennoù o doa trehontet o saviad ha tennet o mad anezhañ. Labour bras o deus graet hogen kalz niverusoc’h ha kreñvoc’h egeto eo bet dalc’herion ar bed kozh hag ar c’hozhkailhoù.
F. Favereau a lavar e oa enebiezh henvoazel ar re yaouank ouzh ar re gozh an troc’h savet etre tud Walarn hag ar varzhed henvoazelour. Un troc’h etre kemplegourion sujet d’ ar stuzegezh ren hag advuhezerion ur stuzegezh rezidek e oa. An dispriz ouzh yezh ar bobl ne oa ket gant an dud yaouank-se hogen gant an holl re zivarrek da embregiñ ar yezh-se e mod-all estreget ur paour kaezh yezh sujet d’ ur yezh ren, ar galleg, lakaet da yezh a sevenadur ganto.
Gwir eo ez anzav Youenn Drezen bezañ dizoloet «Breizh» a-dreuz al lizheradur gallek savet gant breizhkarourion veur e amzer. Ar re-se avat a chome touristed en o bro dre berzh o stuzegezh c’hall.
Setu pezh int lakaet da lavarout a-zivout ar brezhoneg er pezh-c’hoari Gorsedd-Digor gant Jakez Riou :« … Eul langach ker brao, ker respetet gant an holl, karet kement gant an touristed, chomet ker yac’h betek-hen dre priziou ha konkouriou anuel ; eul langach bet kaozet gant ar Goloaied, — an holl a oa petra zinifi Toulouse, ker ar goadigennou brudet, eul langach bet kaozet gant… Adam marteze ha gant Eva e bried… »
Marteze e verzer a-wechoù e skrid Youenn Drezen an tech a zo trec’h er Bretagne a-vremañ, ar vrogarouriezh emdarzhek, kantaezel, mojenn ar vrezhonelezh kevrinus, pa gomz eus «galloudegeziou ar Ouenn» da skouer. Padal en e skrid e veneg an holl elfennoù a ampar eskoriñ ur stuzegezh diles e Breizh (bed, emsav), pezh na gaver na gant Helias, na gant Favereau, na gant kentel istor SADED.
(notenn 1) An testennoù tennet eus skrid Youenn Drezen, «Jakez Riou», zo bet lezet en doare ma oant skrivet eleze e KLT, ha gant an direizhderioù a-fet yezhadur, pe ar vioù koukoug mar bez. N’ on ket barrek a-walc’h evit reizhañ ur skrid ken deurus ha talvoudus, ha ne gemerin ket an aotre da gemm pezh a zo dielloù, trawalc’h din o «silzigañ»…
Hoc’h aliañ a ran da lenn ar skrid embannet war GWALARN niv. 110 111 Genver C’hwevrer 1938, p. 23 a gaver er stumm niverelaet war load Dielloù Penn-ar-Bed :
Notennoù a-zivout skridoù gant F. Favereau ha Per J. Helias a zeuy da heul.