Jakez Riou, kentel SADED 1963

SADED, Lennegezh 1, Preder 1963, Seizhvet kentel, Jakez Riou

An aozer a ra eus Jakez Riou ur soudard eus ar stourm brezhon.

Lusket eo bet Jakez Riou gant «ur c’halvedigezh a emsaver hag a skrivagner brezhonek». Anv ez eus eus e «arz» hag eus e «garantez ouzh e bobl». Priziet eo e «taolennoù an natur…resis ha barzhonius» er c’hevelennoù bodet e Geotenn ar Werc’hez, padal en dije bet ur «Yezh tost c’hoazh ouzh an teodyezh», un «emstagerezh brizh trivliek ouzh ur stumm stuzegezh a oa tonket da vont da get er vuhez arnevez». Tresoù ar gouerion zo «kaeraet ha divedekaet…un tammig… distag ma ‘z int diouzh o endro kevredigezhel gwirion».

Setu pezh a skrive a-zivout kevelennoù Jakez Riou an hini en deus savet ar gentel-se e 1963.

Kroget ‘m eus da heuliañ kentelioù SADED (notenn 1) c’hwec’h bloavezh war lerc’h ma oa bet savet ar gentel-se. Emdroet e oa kalzig an dornad tud a laboure e stern ESB dre ar sammad labour a oa bet kaset da benn. Un diforc’h bras a oa etre an dud-se a glaske, hag an dud o doa dija kavet, a rae gant kealioù sonnet da vat amprestet digant ar stuzegezh ren ha pourvezet clés en main d’ ar boblañs gant ar skolioù-meur hag ar mediaoù. An dud-se o deus kuitaet ESB e 1969.
E-barzh ESB e veze renet enklaskoù war a bep seurt tachennoù, politikel, armerzhel, prederouriezhel, poblañsel. Renet e oa al labour gant a bep seurt tud, en o zouez tud eveldon na oant ket bet stummet gant skol-veur Frañs.

N’ eo ket distag danvez ar gentel seizh diouzh ar bed kozh, n’ eo ket bed kozh ar rakvrezel a oa hini Jakez Riou, hogen bed kozh Bretagne ar goude brezel, ur rannvro eus Frañs stummet diouzh ar bed arnevez, hini ar stuzegezh ren. Seurt bed arnevez zo ar bed kozh nevez a bouez war Vreizhiz ar goudebrezel, an henvoaz arnevez, a gemer lerc’h henvoaz koueriadel an etrebrezel.
Ne oa ket bet diorreet a-walc’h c’hoazh ar binvioù a rofe tro d’ ober an diforc’h etre politikaat ha politikerezh gant ar re a venne kenderc’hel an ober rezidek boulc’het e Breizh gant Gwalarn.
Aozer ar gentel a vesk an daou. Treuzplakañ a ra patromoù kozh kealiadurezh politikel Frañs war an arz ez eo skridoù Jakez Riou, ha war an danvez trehontiñ ez int.
Dezrann politikel ar c’helenner zo kalvezel rik, un dedalvezadur rekipeoù. Tremen a ra e-biou da zanvez ar c’hevelennoù hag an digor ez int war ur bed kalz ledanoc’h eget an emsav brezhon a zo stern e gentel.

Kouerion Jakez Riou zo tud vev, denion klok, beuzet e dislavaroù ur buhezañ. Ne dres ket Jakez Riou tudennoù, astenn a ra dimp buhezañ kouerion wirion dre astenn dimp e vuhezañ dezhañ e-unan a zo nes d’ o re. Liesek eo ar merzout en deus anezho.
Ken pell eo diouzh ar poltredoù savet gant tud prederiet gant livañ restachoù ur bed kozh aet da folklor, ha diouzh poltredoù ijinet gant stourmerion youlelour emsav brezhon ar goude brezel. An daou seurt poltredoù-se zo gwariet gant en hevelep brogarouriezh gaonac’h eskoret eus ar stuzegezh ren, heklev d’ ar chaovinegezh c’hall. N’ eo ket tarzhet c’hoazh ar c’hombod broadel.
Diaes eo d’ ar vreizhkarourion soñjal o deus ar gouerion ur vuhez piaouel en tu all d’ ar poltredoù a savont anezho, eleze tudigoù aet da ziwallerion restachoù ur bed kozh, pe tudigoù destuziet gant ar stuzegezh ren o deus da adtapout ur stuziadur «diles» kollet ganto, gant skoazell an «emsaverion».
Amparet eo poblañs Vreizh gant denion, a zo estreget dafar pe binvioù da vuhez ar renkadoù etre a ziviz en o lec’h piv int. O buhezañ n’ eo ket beved nemetken. Ezhomm ebet eus stummadur ar skol-veur frañses evit merzout kement-se.

Trugarez vras da Jakez Riou a vezañ bet stuziet dre an destuziañ ha barrek da reiñ gwerc’h da zenelezh ar gouerion en e skridoù.
Daoust dezhañ eo c’hoarvezet an dra, dezhañ ha d’ ar vandenn yaouankizoù a zo en em gavet e Breizh d’ ar mare-se. Gallet o dije disteurel o stuzegezh orin, pezh a reas lod brasañ o c’henseurted.
Ar yezh zo bet dezho ur benveg talvoudus. Ar yezh-se a hañval mont en deizioù-mañ d’ur benveg destuziañ, plegañ d’ ar stuzegezh ren evit ar yezhkarourion (Drevezañ iskenderc’hadoù «poblek» ar stuzegezh ren.), pa ‘z eo bet ur benveg rezidekaat gant tud Walarn.

Nomenoe, Oe ! zo kalz tostoc’h ouzh kalon aozer ar gentel seizh.
Ur pezh c’hoari a «zo gwriziennet en Emsav» «N’eo ket… un oberenn beurechu» «Diazezet ar skrid gant Youenn Drezen war-lerc’h marv ar skrivagner» «un oberenn aristofanek» «flemmerezh kevredigezhel ha politikel» «al librentezh a deod hag a varzhoniezh» «c’hoari gerioù» «mezvierion o vont da zizourañ… merc’hed pilet e strad ar foz» «nevez el lennegezh vrezhonek»«Ur Jakez Riou emsaver, skoilhet evel Roparz Hemon e-unan gant diseblanted e bobl e-keñver brogarouriezh Vreizh».
«An emsaver sellet evel un den a netra, evel ur c’hlasker bara, hep kar na par, distaolet gant ar gevredigezh c’hall a zo o ren er vro-mañ, daoust dezhañ bezañ gwir vrientin e bobl»«tizhet krisoc’h eget Roparz Hemon gant digasted pobl vunut hor bro…»
Aze hon eus gant aozer ar gentel un dezerc’hañ eus an dud «izel», ar bobl, gant ar renkadoù etre dre ar stuzegezh ren a bleustront, bloc’heiladoù : tud ar bobl zo bambocherion, mezvierion, fouzherion…
N’ eo ket reishoc’h pezh a skriv ar c’helenner a-zivout kouerion Jakez Riou e Nomenoe, Oe ! eget ar pezh a skriv war o divoud e Geotenn ar Werc’hez.

Tudennoù ar pezh-c’hoari a anad evel tud laouen a vevañ, zoken mard ‘eo diaes ar vuhez ganto.
Labourat a reont kalz ha frouezh o labour zo skrapet diganto hep na vefe displeget mat dezho ar perag gant ar re a ren warno a zo beuzet er mojennoù kaer a savont.
N’ eus nemet pa n’ o deus mui netra pe pa gouskont ma kav tudigoù ar pezh-c’hoari un nebeut frankiz. N’ eo ket souezhus ne rafent forzh bezañ renet gant Gallaoued pe gant Brezhoned.
Jakez Riou zo skrivagner ha n’eo ket emsaver, an emsaver meizet gant aozer ar gentel.
Un den tost ouzh yezh ha buhezañ ar gouerion ha micherourion eo dre e vuhezhañ ha daoust, pe zoken bennozh, d’ ar stuzegezh tapet gant an tadoù en Euskadi.
Goulennoù a hent e skridoù. Eskoriñ a reont en oberiañ renet gant stroll tud yaouank Gwalarn.
N’ eus nemet brogarourion ar bloavezhioù pemont ha c’hwegont evit na sevel goulennoù war ar vuhezañ e brezhoneg en ur bed galleger, hogen ne bado ket ganto nemet gant ar re o deus kavet ur stael dindan ar Stad hag a bad o gouenn hiziv an deiz. Siwazh e kendaolont da lakaat da badout kozh kealiadurezhioù a zo kement a hentoù bac’h d’ ar rezid pa ‘z eont da heul roudoù ar stuzegezh ren.

An dud a netra a ra anv anezho Jakez Riou zo ar re dibourc’het ganto o stuzegezh henvoazel war un dro gant o stuzegezh skolveuriek. Diaes e vo ar vuhez dezho hogen pinvidik.

Dafar da gompren pezh a zo bet SADED hag all a vo kavet en embannadur klok eus ar gelaouenn Emsav hag en dastumad LAVAR eus an embannadurioù PREDER.

Pellgargañ dastumad Klok eus ar gelaouenn Emsav war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/emsav (Emsav klok en ur restr)

Pennadoù LAVAR a gaver al lod brasañ anezho(LAVAR 9 da LAVAR 17) war ar bajenn-se :
http://www.preder.net/index.php/br/levraoueg/lavar

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.