Adlennet ‘m eus Nomenoe, Oe ! Gant Jakez Riou.
Lies eo bet an elfennoù o deus va c’haset da amprestañ al levr-se.
Nevez ’zo em eus lennet pennadoù kazetennerezh Youenn Drezen. Bez e oa anv kalzig eus Jakez Riou hag eus Nemenoe, Oe !
Plijus-tre em boa kavet ar skrid-se pa ‘m boa e lennet pell ’zo.
Neuze em eus lennet a-nevez ar pezh-c’hoari ha lennet skridoù all gant Jakez Riou.
Klasket ’m eus lenn pezh o doa skrivet tud all diwar-benn Jakez Riou.
Graet ‘m eus un enklask berr war load KDSK Sant-Hermelen-Naoned, hag un nebeut levrioù am eus amprestet ha lennet.
Deurus e oa evidon, un doare da vale en ur bed kevrinus, handerc’hadoù gant pep hini e stumm.
Boulc’het ’m eus notennoù war ar skridoù gant an nebeut evezhiadennoù a zeue ganin.
O lakaat a rin er blog-mañ e stumm skridoù da c’hortoz o disoñjal da vat, pe mont pelloc’h.
Un dra zo sur, gant e oberenn en deus kroget Jakez Riou un istor na spurmantomp ket c’hoazh ar penn anezhañ.
Da genderc’hel ’ta…