Le retour des fleurs, kavet e-barzh Histoires merveilleuses des cinq continents gant Ré ha Philippe Soupault, Seguers 1975.
Gwechall gozh e oa bleunioù kaer e pep lec’h, ha laboused a oa dudius o c’han, hag amprevaned a oa bleunioù bev, ha gwenan a roe d’an dud ar mel dous.
Ur wech, ar galloudusañ sorser zo aet kuit da venez uhelañ ar vro ken dilaouen e oa gant an dud na baouezent ket a emgannañ. War e lerc’h eo marvet ar bleunioù. Al laboused, an amprevaned, ar gwenan zo aet kuit da heul. Setu an istor a lavarer er boblad-se.
Ar vugale a blij dezho an istor hogen deuet en oad e lavaront ned eo nemet ur vojenn da ziduiñ ar vugale.
Ur paotr avat a lavar pa vo bras ez ay da c’houlenn digant ar sorser bras reiñ d ‘e vro ar bleunioù a-nevez. An dud a ra goap anezhañ.
Deuet en oad ez a kuit ar paotr. Kavout a ra ar menez, kavout a ra an tu da bignat betek an nec’h. Aze eo sammet gant un dorn diwelus hag en em adkav e bro ar bleunioù gant ar sorser bras.
– Tizhet on bet gant da fiziañs ha da galonegezh. Kemer kement a vleunioù ma fello dit. Lak anezho war ribl al lennoù, a-hed ar sterioù, er c’hoadeier. An avelioù a zeuy eus an norzh, eus ar su, eus ar reter hag eus ar c’hornog, ganto e kasint ar glav, ar vleunioù a gresko hag a baoto dre ar vro.
Ne ran nemet un diviz, ma fell deoc’h e chomfe ar bleunioù e vo arabat deoc’h en em gannañ ken.
Ar paotr zo distro gant ar bleunioù, anvet eo bet da benn ar vro hag adal ar mare-se n’eus bet na emgann na dabut er vro.
Evel er vojenn sinaat, Loar hag Heol, an istor lavaret gant an dud zo meizet evel handerc’had. Ar werc’helezh zo ar vro krin, divleunioù.
N’ eus nemet ur paotr evit krediñ e c’hell kened ar bleunioù bezañ gwerc’helezh, hag e ray pezh a zo ret evit degas ar gened en-dro, en ur zegas war un dro ar peoc’h.
En div vojenn hon eus ur bed aet digened ha diaes da vevañ. An dud a zegemer an darvoud evel lod didec’hus o gwerc’helezh avat. N’eus nemet unan (lakaat a ran ez eo an div blac’h daou du an hevelep tudenn er sorbienn sinaat) a gredo er gened dispaket en istor, en handerc’had, hag a lakay ar gened da vezañ en-dro.
Da dostaat eo ouzh beuzadeg veur ar Bibl pe ouzh an holl vojennoù savet da gadarnaat stuzegezh ur gumuniezh tud. Ar stuzegezh-se zo mad kaer an holl savet da heul amzerioù teñval da zegas en-dro doareoù brokus ha kenedus. Ar gened a oa anezhi a-raok an amzerioù c’hwerv. Perzh anienel eus mal-den eo.
E degouezh ar vojenn sinaat n’eus nemet un nebeut gerioù a ro da gompren ez eo prest an div-blac’h da oberiañ evit ar gumuniezh, da ensammañ roll Heol ha Loar ha degas gouloù en-dro, ha kened. N’eo ket abeget steuzidigezh ar gouloù, ar stad c’hwerv, war-eeun d’ an dud evel er vojenn aostraliat.
Roñflez ar sorbiennoù, pe an euzhvil, ar sorserez, an diaoul, zo aze er mare ma c’hell ar benndudennn mankout war e zenelezh, koll e stuzegezh ha kouezhañ er varbariezh, en deñvalijenn, pe er sodell.
Er vojenn aostraliat avat eo an dud o-unan dre o emzalc’h a gouezh en deñvalijenn, a goll al livioù, ar gened ha c’hwekted ar vuhez, a zistruj o denelezh dre en em gannañ diastal. An dudenn hud, ar sorser, zo madelezhus.
Er vojenn sinaat steuzidigezh ar gouloù, ar vuhez en deñvalijenn zo handerc’het e stumm Loar hag Heol lonket gant ur roñflez. Un doare da bellaat atebegezh an dud eo.
An dud beuzet en deñvalijenn pe en ur bed hep bleunioù zo tud kollet ganto o stuzegezh, divarrek da adkavout penn an hent d’ ar gened o deus argaset eus ar beziadoù.
En div vojenn e chom an dud en ur saviad reuzeudik o nac’h gwerc’helaat ar gened endalc’het en handerc’hadoù. Soliañ a reont war an dremened pa sell ar vugale, an harozed, ouzh an dazont.
Degemerout da wir bater sodelloù ur stuzegezh toc’hor zo klet ha komprenadus ha krediñ en un dazont gwelloc’h zo tra nemedennoù.
Ar mojennoù-se avat a hañval hetiñ e vefe troet an dud da soñjal e c’hell eskoriñ ar gened, ar rezid er bed ha n’eo ket hepken en handerc’hadoù…
Da genderc’hel…