kan an elerc’h

elerc'hKan an elerc’h da noz a rog ar galon.
O c’hlemmgan a laoskont d’ar bed
kouezhet dindan taolioù trubard ha hud,
kasoni, gwarizi, droukrañs a gouezh war ar re c’hlan,
war dud veur ha kadarn an amzerioù koshañ.

Siwazh, e pelec’h emañ an drubarded estlammus,
pelec’h emañ kadourion veurdezus an droug meur ha denel ?

Korriged disked, diijin, blot ha bresk,
a duf o binim dister war oberourion hon denelezh espar.
O ene a werzhont evit ur gwenneg toull,
ur re gofignonoù, ur gador-vrañsigell.

Nijit ac’hann elerc’h, savit en oabl boull a-denn ho eskell taer,
savit glan d’ an neñvoù gant kor an aeled.
An dud ne zellezont ket ho yezh ken espar,
o lezit da veuziñ en o rannyezhoù put
a zisleber a-unan gant un denelezh toc’hor.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.