Gwelet ‘m eus ur pennad ‘zo un arvest savet diwar-bouez kanaouennoù Boby Lapointe.
Ar stil a oa rock ‘n roll. Lakaet e oa bet a bep eil furmoù trouzus ha furmoù kompesoc’h. Ar sonerion a oa perzhek hag an div ganerez o doa mouezhioù heverk.
Un diforc’h bras a oa etre an doare ma veze kinniget e ganaouennoù gant Boby Lapointe ha doare ober arzourion an abadenn-se avat.
Boby Lapointe a astenne e ganaouennoù o lezel ar selaouerion d’ ober o labour, da gavout ar mil soutilder, fent, yezh, ster… Ne ‘m eus nemet stenwezhadoù, un nebeut tammoù filmoù, hag hollad testennoù e ganaouennoù evit soliañ pezh a skrivan.
An nozvezh-se e oa gourlakaet d’an arvesterion an abadenn : kenduiñ pe vervel !
An abadenn a oa ennañ furmoù arvestoù o vont eus ar bloavezhioù seikont betek hiziv. Ne oa ket ar sonerion-kanerion pismigus war o jestraouiñ (o c’hoari) na war o mouezhioù. Tennañ a rae tro ha tro da zoareoù Nina Hagen pe Chantal Ringer hag a bep seurt arzourion all.
Tremenet ur prantadig e tenne d’ ur berniad foutouilhek, redius, a zalc’he an arvesterion ken start ma ne c’halle ket ar saliad tremen hep c’hoarzhin. Den ne vije bet barrek da c’houzout perak e c’hoarzhe nemet en doa ersavet ouzh arhentoù, arouezioù. Ne oa ket displijus hogen skuizhus, aner, goullo.
Endalc’had kanaouennoù Boby Lapointe a oa steuziet dindan efedusted seurt bagad argad.
D’ ar mare se eo deuet da soñj din e oa poblek danvez kanaouennoù Boby Lapointe. Eus ar c’hanaouennoù-se a oa c’hoazh eztaol ur stuzegezh pobl. Ar furmoù zo fentus, tener. Ar sonerezhioù zo liesseurt. Tennañ a reont da sonerezh ar balioù, eus ar re a veze sonet er fich-lostenn. Ar fent, ar gerioù, an doare ma c’hoari ar c’haner ganto, an deneridigezh, zo lod eus ar stuzegezh pobl. Pinvidik eo an danvez ha soutil. Deskrivañ a ra trepetoù ar pemdez skoachet enno iziunadoù d’ur bed kaeroc’h.
En abardaevezh-se ne oa an abadenn nemet taol kaer ur stroll arzourion a-vicher deuet da werzhañ o marc’hadourezh, d’ emwerzhañ . Ne savent goulenn ebet, ne zanevellent tra. Gourlakaat a raent trouzus ur sell skort war oberenn un den, gourlakaat a raent ur varc’hadourezh.
Skarzhet an den, e zenelezh, ne chom netra. Boby Lapointe hag e vuhezañ eo a ra diouer d’an denelezh ha n’eo ket e ganaouennoù en o stumm kenderc’had danvezel. Comprend qui peut, ou comprend qui veut !
Gerioù diwezhañ Comprend qui peut, komzoù ha sonerezh Bobby Lapointe, 1970.