kantreer kamm

kantreer-kammTonket edon da vezañ a ouenn gant al loened stlej.
Va gwirvoud e oa.
Don ha kozh e oa ar stummañ, an dic’hizañ.
Adal m’on bet ganet e laboure binvioù galloudus ar vistri
D’ ober ac’hanon ur benveg d’ o ezhommoù,
D’ o neurozioù euzhus.

Ur frailh zo bet er vac’h, ur faout, un netraig,
Un digor war an bed.
Dallus e flistre drezhañ ar gouloù,
Mezevellus an egor divent damverzhet,
Dedennus, ken dedennus.
Neuze e krogis da darzhañ an dilhad strizh gwisket warnon,
Gwiadet gant ar skolaerion, an embregerion, ar veleion,
Kement a zenion forc’het diouzh o hent
Aet da liderion an neurozeion drastus.

E skourr e chomas an dargenañ.
Hanter den ez an hiviziken dre ar bed.

Pilhoù zo chomet war va lerc’h,
Spontoù al loen,
Ar rediezhoù lakaet warnon gant mistri deusk,
O gwask, o dispriz, o fizhoni,
An aon pemdeziek.

Un tamm eus an den da zont zo c’hoazh gant ar mammog.
Bevennoù a laka da ‘m brokusted.
Gwarizi, pizhoni a vesk va freder,
Avi ouzh ar gaoued sukr ha mel profet d’an dud parfet,
C’hoant tec’hout gant va nesañ en un ehanoù gwenvidik,
Kement a ‘m fella diouzh kantreerezh un den e rezid.

Ne spir bevenn ebet d’an ec’honder ergerzhet gant mab-den
Ha strizh d’ ur c’hrouadur e chom harzoù ar geoded.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.