Goût a ouzont ez eus ac’hanomp.
Ur bezañs dispis avat ez omp evito, Koc’hienn o oberioù meur, kramenn o c’horfoù glan, yac’h, kenedus, skeud o meurdez, kousi dizeur hogen didec’hus evel ma ‘z eo bet kelennet dezho.
Ken mezhus omp evito hag o c’haoc’h a argasont pell diouto, war-lerc’h bezañ kac’het e seier feilhañs gwenn-kann disaotr, war-bouez litradoù dour prizius, rouez, diziouerus dan denion ha dioueret gant milionoù a dud.
Ha dre forzh kac’hañ e seurt seier e c’hallfen kaout spi bezañ un deiz un den meur evelto ?
Poent din adkregiñ gant mont da blegañ e korn al liorzh evit mad an holl.