Unan daer, trumm, gouez, feuls.
Bezañ dedennet gant un den evel ar valafenn gant ar gouloù.
Emflastrañ ouzh ar voger, emdeurel er mor.
Bezañ argaset evel bruzhun, evel dilerc’hioù ur peñse.
Eus ar seurt na vez ket tabutet, priziet, reoliet.
Unan a zeu hep gouzout, hep morse tarzhañ, unan a bad gant an amzer tro ha distro, krec’h ha traoñ, a ver ar pemdez, ken dañjerus all daoust ma hañval bezañ klet ha sioul.
Na taer ha sammus anavezout plegoù un den, nag arvarus rannañ gantañ techoù a chomfe dianav d’ ur gejadenn dargouezhek.
En holl zegouezhioù avat ez egin roudoù a bado.
An dud a garantez a chom aze a-hed ar vuhez.
O hent skedus a vez daoust d’ar rebechoù, d’an troc’hoù, d’ an egor.
Degas a reont d’ar vuhez ar pep diziouerusañ, an donder, en tu all d’ar rev ha d’an trivli.
Ganto e lakaer en arvar sodelloù ur vuhez, ganto e tostaer d’an diverzhadus.
Dindan neuz diroll ha disked hon c’harantezioù e flistr hon denelezh, diroll, disked, diziouerus.