kenavo Brusel

skeud

N’eo ket beveziñ, entuañ, estlammañ, moumounañ, entanañ, kemer plijadur, kenduañ, mont e karantez, brudañ, rannvroelañ, broadeliñ, mezviañ a glaskan.

Nemet bezañ un den a glaskan, pezh a glask emichañs en Islam tud argaset gant ar gevredigezh c’hall, kavout un orin, ur pal, mojennek sur a-walc’h, hogen gwelloc’h evito eget ar goullo astennet gant ur gevredigezh a vourr gant mezhekaat an dud preizhet ganti, forzh pe orin a vefe dezho. Ha ne glaskfe ket tud en difreterezh breizhgarour parraat ouzh an hevelep saviad kevredigezhel ?
Hag un hent eo avat ?

Gouelioù Sant-Nazer an hañv-mañ a ginnige ur ganerez divlaz ha distuz hogen breizhhelvus, yoc’hek, o tastum ledan. Ur gumun all eus al ledenez a gorvo kalzig nevidusted an trivli breizhek, ha diouzh un tu all ez argas tud o deus ur stuzegezh en arlez d’ar stuzegezh c’hall purju.

Hag eo emouez an dud a ya da heul seurt trivli breizhek e heuliont bloc’heiladoù astommet diwar un asstuzegezh c’hall ? Dister ha lu eo o difreterezh ha soliet en ur gevredigezh a nac’h nep stuzegezh arall na vefe ket spazhet, diwerc’het, a zo nac’het ganti araezioù o denelezh d’ al lod brasañ eus an dud a zo en he amgant.
Pezh a zo anvet culture bretonne en asstuzegezh grataet d’ar boblañs n’eo nemet ul louzoù-kousket mat da lakaat an dud da c’houzañv ur vuhez loened, skoridi, sujidi.

Emseveniñ dre ar brezhoneg zo bet bastus da ‘m bout den, ur chañs evidon. Hag e c’hell bezañ c’hoazh ?
Penaos diskoachañ an denion morgousket e bagad ar Vrezhoned a galon kendrec’het ha laouen, ha kenseveniñ ganto un denelezh pinvidik ha rez ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.