Kenlabourat ? Petra a lakaan-me dindan ar ger-se ?
Pa c’houlenner diganin ober un dra bennak ha pa vefe sorbiennañ, pe skrivañ, pe aozañ ur prantad labour gant bugale pe oadourion, dre vras, n’eo nemet labour a c’houlenner diganin.
Kinnig a ran ur skrid, un arvest, ur prantad studi hag en em gavan va unan da gas an traoù war-raok. Labourat zo pep pennañ va gwezhiañ en degouezhioù-se.
Bez e c’hallan kaout tud o reizhañ va skrid, pe o sellout a-bell ouzh ar pezh a ran, pe o reiñ un ali war ar pezh a ran. N’ eo ket evidon kenlabour. An dud a zegas ur skor d’ ar gweziañ en ur chom er-maez eus an ober. N’emaint ket war an dachenn.
Kenlabour a empleg evidon un eskemm a bad en amzer hag a dizh d’ an nebeutañ an oberiañ. N’ eo ket un eskemm etre un den a labour hag un all a ro un ali kalvezel. Pep hini a zegas e labour, e sell war al labour, e zanvez dezhañ, a-hed ur gwezhiañ padus. N’eo ket hepken eus labour ez eus anv hogen eus oberiañ ha niñvañ.
Ar c’halvezad e dibenn an argerzh a vo frouezh perzhiadur an holl, zoken mard eo un den nemetken a gemer an atebegezh war ar furm disoc’hel.
Er prantadoù labour war ar c’hoariva am eus ambilhet gant skolidi eo bet degaset danvez gant ar vugale, gant ar skolaer ha ganin. An durc’hadurioù a zo bet d’al labour a oa lusket, maget, gant perzhiadur al lod brasañ. Un amkan boutin a eskore e-serr an ober, hag ez eskore ouzhpenn danvezioù na vije ket bet anezho hep oberoù, ersavioù, alioù ha goulennoù an holl.
Dudius eo kinnig traoù hag o lezel da eginañ, da azviñ, ha reiñ dezho, an neuz, an dornata, ar vuhez intret gant eskemmoù ar genoberourion. Frouezh ur c’henlabour-niñvañ eo. Ur c’halvezañ-trehontiñ eo ha n’ eo ket ur renapl kalvezadoù daoust pegen talvoudus, skedus hag enorus e vefent.
Touellus eo ar ger kenlabour peogwir e hañval bevennañ an darempredoù etre an dud e par al labour. Ur ger kozh eo, amprestet d’ ar stuzegezh ren galleger. Ur ger uzet na zlefe ket bezañ amprestet gant brezhonegerion hep prederiañ un tammig.
Dre ober gant ur ger kozh evit ur ster nevez em eus marteze faziet.
Koulskoude, gant an emdroadur a oa bet degaset, gant un dornad tud e Breizh ar bloavezhioù seikont, d’ an darempredoù etre an dud ha d’ ar gwezhiañ denel, e oa bet tarzhet kombodoù ar stuzegezhioù kozh war ziemprañ ha lusket ur gwezhiañ denel pinvidik a-walc’h, a roe d’ ar brezhoneg ur vuhez n’ en doa bet morse en a-raok. Ne oa mui eus ar vuhezañ-se gant yezh ebet er vro evit gwir. Gant diorreadur ar gevredigezh veveziñ e veze kantet ar gwezhiañ d’ al labour. Ar brezhoneg a oa aet d’ ur benveg bevedel dispredet.
N’eo ket yezh an dud-se a emdroe hogen an dud a rae gantañ he lakae da gemm. Alese ma ne gemme ket ar gerioù eskoret er stuzegezhioù kozh, e veze graet ganto en eginoù ur stuzegezh nevez, edont endalc’het e ganedigezh ur bed nevez. Ledanoc’h e oa eget ar brezhoneg pe Vreizh.
An dachenn a oa bet prientet en etrebrezel gant an dud a oberias en-dro da Walarn. Troet o doa kein d’ ar stuzegezhioù kozh, restachoù ur gwezhiañ o vont da get, stuzegezhioù a gave o eztaol el luskadoù rannvroelour ha broadelour, troet davit an arc’hañ : roit dimp ar gwir da chom «Bretoned» en hon c’hornig eus Frañs. Ra virot pezh a chom eus yezh hon tadoù kozh, ra chomo warnomp ul liv «Breton» !
Gwalarn a lavaras Brezhoned omp peogwir e vennomp bezañ Brezhoned hag evel Brezhoned en em droomp davit ar bed. Al lennegezh ne oa nemet un deraouerez. Diouzhtu eo bet an dud war a bep seurt tachennoù an oberiañ, paouezet o deus da renabliñ an diforc’hioù hengounel («identelezh» ar yezhourion emdarzhek «modern») ha d’ o c’hwezañ. Paouezet o deus gant an arc’hadurioù lec’helour a oa frouezh ar sujidigezh d’ ar stuzegezh ren.
Tud ar bloavezhioù seikont o doa hep gouzout dezho ledanaet ar gwezhiañ emsavel brezhon d’ an niñvañ, pezh a rae diouer da Walarn.
Lod eus an dud-se zo en em gavet souezhet gant paourentez ar stuzegezhioù kozh pa ‘z int en em adkavet digenvezet enno da heul steuziadur ar stuzegezhioù nevez dre ziouer a werc’helaat…
Ar stuzegezh piaouel eskoret dre an niñvañ a oa aet ar pellañ ma c’helle hep bezañ rediet da gimiadiñ da vat diouzh ar stuzegezhioù kozh (boazioù, talvoudoù, bevañs…). An tremen d’ ur bed nevez a oa ur saviad enkrezus ha tenn, gouzout a reer pezh a goller ha n’ eo ket ar pezh a vo gounezet… An emzalc’h boutin ha yac’h zo bepred sujañ d’ ar stuzegezh ren.
Er stuzegezh ren aet da gozh ar c’henlabour en doa ur ster na oa ket hini kenlabourerion ar bloavezhioù seikont. Dister eo tonkad ar ger evit gwir, pezh a vern eo ar pezh a zo steuziet gant an distro d’ ar bed kozh ha d’ ur saviad rakwalarnek e Breizh. Distro eo muioc’h eget biskoazh ar rannvroelezh hag ar vroadelouriezh kozh. E-lec’h sellout ouzh ar bed e sell a-nevez ar Vrezhoned ouzh «Bretagne» ar stuzegezh ren ha pellaet eo ur wech ouzhpenn dremmwel un ober rezidek evit an denion.
Soñjal a ran em eus bet chañs. Kenkoulz all em bije gallet chom er-maez penn-da-benn eus ur prantad ken pinvidik ha plijadurus. Ne vern mard eo deuet da vezañ didalvoud er bed ma vevan hiziv frouezh an niñvañ tremenet. Moarvat eo bepred talvoudus evit tud all e stuzegezhioù all a eskor bemdez-Doue e Frañs hag er bed a-bezh.