An den a c’hanas ar beurbadelezh, kestell pell eus ar voull douar.
Du hont e kave digoll d’e emskiant ouzh un hoali strizh bac’het etre daou bik.
Kredet en deus neuze e c’halle seveniñ e beurbadelezh, bezañ divarvel war an tamm douar-mañ. Kredet en deus e oa e damm kig hag eskern e vad priziusañ, e zilested, bout netra estreget roue an douar, roue al loened.
Kredet en deus e oa eñ mestr an dargouezhioù, merour an hollved.
Buhez, beved hag alvez, kemplezh ha kaer eo an denelezh. Dic’halloud eo an den da zirouestlañ kevrin e voud e kement a gened. Dister eo pa glask mestroniañ. Pa venn bezañ krouer n’eo nemet kalficher un avantur goullo, c’hoarier bihan e sifroù hag e lizhiri.
O klask laerezh an amzer e tistruj e vuhez, e tismantr ar c’hestell er-maez e ziraez a rae anezhañ ur prof dibriz, ul loen diles, herberc’h an dezeviñ, diougan ar gened.
An amzerioù kozh ma c’helle an den prederiañ hep lousaat e zaouarn gant trevelloù ar pemdez zo war hon lerc’h. Ur chañs eo d’ an denion bezañ war nes kenemprañ o buhez, beved hag alvez e-serr un Istor puilh ha pinvidik.
Perak tec’hout ? Perak emrepuiñ en un tremened aet da get, en un dazont dirakweladus pa c’hellomp embregañ lieselezh ar pred ?
Kestell an oabl zo mat en oabl. Ar beurbadelezh ne c’hell ket bezañ doñvaet, nag ar skridoù nag an oberennoù lies. Eskoriñ a reont eus disterañ trevell hon buhez.
Bevañ e-touez an denion zo rekis d’ an den da wezhiañ, met ur prof e chom an neveziñ. Ne c’hell ket bezañ mennet, steuñvet. Ne c’hell ket bezañ frouezh al labour nemetken, diviz ur merer. N’ emañ ket eus an natur hag eus ar bed. Eskoriñ a ra digor, elfenn dieil, bruzhun a beurbadelezh, Istor.
Buhezañ hon eus d’ ober nemetken ra splanno ar gened, pe get.