Mont dre ar bed ha priziañ pep liv, pep frond, pep son, pep danvez. Bamañ rak al lieselezh . Dont a-benn da eskemmañ e blijadur gant an disterañ krouadur, an disterañ amprevan, an disterañ kevnidenn a zo war an douar.
Perak kement a gasoni ouzh ul loenig ken kaer ha soutil e vicher ? Perak sentiñ ouzh an hini a c’houlenn diganeoc’h e lazhañ ? Perak ? Re ziforc’h eo ? Re niverus e furmoù ?
N’ eus nemet an hini ken kaer savet he gwiad el liorzh etre ur voger hag ar rozenn-gaouled a zo lezet e peoc’h. Pell emañ, er-maez.
Kreskiñ ha bravaat a ra bemdez. Pe vent e tizho ? Ur barez eo. En em fichañ a ra brav, en em livañ a ra da zedennañ al lagad bargedus. Ne welit ket he far, an hini bihan du. Ne vern. Kefleuniet dazont ar ouenn e varvo, lonket gant e barez.
Unan bihan du on ivez. Re zister da vezañ lakaet er gouloù. Re zister da reiñ e ali, pe da vezañ selaouet er burevioù a varilh ar gwir da vezañ ezel ar geoded. N’ eus ganin nag ar gwisk, nag al lavar. Re ziforc’h on, neuze re zister. Moal, kofek, gwenn evel unan en em stlej er riboulioù teñval eo ret din chom kuzh, mut, hag ober va labour, un aner dister, dispered, digomprenadus, didalvoud, nemet d’an Hini a Oar.
Mar c’hoarvez ganin tremen er gouloù e kouezho warnon seul ur botez bannet gant ul lakez. Va c’hig a flistro, a strinko, ne vo mui ac’hanon nemet ur poullad pegus hep liv na frond, mut, un danvez dister na vo ket teurvezet e zastum.
Brav e oa bet va buhez koulskoude. Kejadennoù estlammus gant tud speredek, pinvidik, brokus ur souezh, a ‘m boa kenlabouret a-bell pe a dost ganto.
Morse ne ‘m boa labouret evito, morse ne oan bet eus meuriad pe veuriad. Tec’het e oan a-raok ma trofe da fall an harozed, a-raok ned afent da spesadoù forc’hellek, da hemolc’herion amprevaned, da azeulerion o meuriad.
Na kaer ez int, int, gwisket ganto saeoù azeulerion an aotrou Doue.
Doue ! Arsa Doue, da grouadurioù eo koulskoude ! Espar int. O barregezhioù zo divent. Ra vi meulet arzour dibar.
Penaos displegañ ne oar ket da grouadurioù bevañ o lieselezh ? Perak ne vamont ket dirak barregezhioù ken liesseurt ? Perak emrepuont en ur c’hornig eus o bed da c’hoari gant traoùigoù dister a embannont o ferc’hentiezh warno ? Da draoù eo ! Perak int troet da hiniennoù pitilh gant an azeulerezh, gant amparañ ul lez, gant ledañ o zraig treutik d’ur gevredigezh a-bezh, n’eo ket ur c’healiad, nemet ur gealenn emzivad.
Ne glot ket gant pinvidigezh o barregezhioù ? Te eo an atebeg. Petra ‘c’h eus graet dezho ? Penaos e c’hellez kemer da c’hoariell an denelezh, da grouadenn espar ?
N’ out ket ur c’hrouer ? N’ out nemet micherour. Labourat a rez en ur riboul glep. N’ out nemet un den, un arbennigour war ar stlennegezh. Aon ‘c’h eus bet rak kaerded da labour, aon rak koll da c’hourc’hwel. Prennet ‘c’h eus ar meziantoù, o c’haeet, da chom sioul e teñvalijenn da riboul. Sanket ‘c’h eus e don da veziantoù ur viruzenn o distrujo pell pe belloc’h. Aze emañ ar gudenn.
Ne vern, prantadoù mat zo bet ma ‘z aen a-unan gant tud ken disheñvel. O fal a oa gant dremmwel an denelezh, al lec’h na vo morse tizhet hogen a zo bezant, ken bezant. Ne oant ket pizh war o labour. Bemdez e veze kaeroc’h ar bed, bemdez e tikuzhe gweledvaoù espar o speredegezh hag en em ampare ur stuzegezh diharz ha brokus.
N’eo ket e vefe echu, hogen e soñj pep hini hiviziken bezañ perc’henn war e berzhiadur, war ar bed. Pep hini a gred bezañ ar bed e giz soudard ul luoz faezhet. Pep hini a glask diouzh e du, broudet gant an droukrañs, o klask dastum en e lien fri gouloù an denelezh. Trist eo, hag aner . Ar gouloù-se ne c’hell parañ nemet war ar bed en e lieselezh.
Pegoulz e ‘m eus troet da gevnidenn c’hwerv ?