Penaos e koller e eñvor ?
E pe live e c’hell c’hoarvezout ?
Hag eo un distruj eus an elfennoù alvezel a samme ar stlenn ?
Hag eo un arc’hwel anienel d’ ar beved a zo gwariet, hag eo levezon un elfenn bev estren ?
Hag eo un disleberadur eus hon buhez, un divarregezh da ren an eskemmoù gant an denion a zo soliet warno hon buhez ?
Hon eñvor zo maget hag amparet gant hon eskemmoù buhezel. Ur monedone en egor hag en amzer etre an den hag an dud a ampar an denelezh. Ne c’hell ket bezañ a zenelezh hiniennel nag a eñvor hiniennel. An darvoudoù leurennet gant an eñvor zo enno meur a dudenn o c’hoari.
Mard eo distrujet unan eus hon liammoù ouzh an alvez e vo disteraet hon eñvor. Ma ne arc’hwel ket an eskemmoù bevedel en hon c’horf e chomo bout hon eñvor war ar stlenn dastumet en alvez. Ma strishañ betek re hon buhezañ d’ an hinienn, ne vo mui hon eñvor nemet un handerc’hañ troc’het diouzh ar bed.
Skoazell an dud am eus ezhomm da na goll va eñvor, da vezañ den.