E dastumadenn ar vreudeur Grimm, sorbienn gentañ an niverenn 39, Ar gorriged, a zibun istor ur c’here.
Ar c’here a brient al ler da sevel ur re votoù. Pa sav diouzh ar beure ar botoù zo echu. Dispar eo al labour, ken dispar ma kav dezho gwerzh uhel. Pinvidik bras e teu da vezañ ar c’here.
Bewech eo graet al labour e-pad an noz ha da bep gwech e tastum div wech ar pezh a oa bet graet an nozvezh kent.
Fellout a ra dezhañ gouzout gant piv eo graet al labour. Dizoleiñ a ra ez eo ar vicherourion korriged e noazh-pilh. Neuze, gant e wreg, e tivizont ober dilhad ha botoù da wiskañ ar c’horriged d’ o zrugarekaat. Laouen eo ar re se ha mont a reont kuit pa ne zere ket mui outo kenderc’hel gant al labour ken gwisket mat ez int.
En notennoù war-lerc’h ar sorbienn-se ez eus ur frazenn gant H.-J. Uther : ar skrid «a zegas da wir huñvre kozh an dud da ren ur vuhez dilabour bennozh da ardivinkoù pe da voudoù nann denel a gemerfent d’o servij (p. 237 Contes pour les enfants et la maison, José Corti 2009).
Ne oa ket deuet da ‘m soñj pezh a zo bet skrivet gant an den-se hogen deurus eo.
Evit gwir en naontekvet kantved eo deuet a-benn tud ‘zo da lakaat al labour da vezañ graet gant tud all ha da zastum frouezh o labour en hevelep doare ma ra ar c’here gant ar gorriged. Oberourion ar reverzhi c’hreantel a lakae da labourat evito tud a oa disteroc’h evito eget korriged a ‘r sorbienn. Speredek a-walc’h e oant evit na glask gouzout e pe stad e oa ar re a laboure evito, korriged a ‘n deñvalijenn e noazh-pilh anezho. Graet o deus mat peogwir ur wech bastet d’o ezhommoù e vije aet kuit ar gorriged a laboure en deñvalijenn, mar heulier ar sorbienn.
Ar sorbienn zo un tammig un adsked eus skridoù an armerzhourion glasel, dastumit frouezh al labour hep klask gouzout un dra bennak diwar stad ar re a ra al labour, dezho d’ en em zibab, perc’henn ar stal zo perc’henn frouezh al labour, ar peurrest zo burzhud.
Sellout ouzh ar werc’helezh a-dost a dorr ar burzhud.
Er sorbienn e kendalc’h ar c’here hag e wreg da vezañ eürus ha pinvidik war-lerc’h disparti ar gorriged. Brokus eo sell ar sorbiennour. Diaesoc’h e vo kavout un tamm brokusted e skridoù an armerzhourion glasel.
Ar skeudenn zo diwar un dour-kreñv gant Georges Cruikshank ar skeudenner saoz a zo bet skeudennaouet gantañ embannadur saoznek 1823, German popular stories.