Setu ar frañsgarourion o kanañ gloar d’ ur penn eus ar greanterezh aet da anaon.
Setu ur vrav a emzalc’h dibolitikel hag anistorek.
Dezrann ebet war an hent heuliet gant ar armerzh bedel. Frañs n’eo nemet ur skritell goullo peget war un den a oa e vicher ober arc’hant diwar goust buhez an dud dre e savlec’h en ardivink armerzhel bedel.
Ur Frañsez penn kil ha troad e oa, mourroù, gall, plijadur ar boued, gall, a lavare e soñj krenn-ha-krak, gall, farser mat, gall, rener Total, gall… Setu an dezrannoù don graet gant lod brasañ ar gelaouennerion ha politikerion…
Anv ebet eus ar pezh a rae resis, zoken mar emsile gwech ha gwech skeud traoùigoù arzaeladus. Dezrann ebet, lieselezh ebet, pe e karit Frañs pe he c’huitait, grik !
Nag ur stuzegezh, an hini a zo o ren e Breizh, ranndir eus Frañs divarvel, a ra d’ an dud kaout an hevelep rizh ersavioù skort dirak forzh pe zen ganet e Breizh, kotogogog ar gatell goant.
Ar Vrezhoned o deus lakaet o spered e strad o chakod gant ur gwenn-ha-du war c’horre, a-hend all e oufent pegen gall ez int. Goût a ouzont gwir.
Kotogogog, lak va fri er pod !