koublad

koubladKaer eo ar c’houblad.
Staliet eo ouzh un daolig war leurenn ar c’hafedi.
Divizout a reont dirak ur banne.

Ar plac’h zo distan, resis gant he jestroù, eeun. Dezerc’hañ ebet eus he ferzh, he dremm, he c’horf, he daouarn, zo eztaol unvan ha reizh un den boutin ha gwirion.
Ar paotr zo pimpatrom an den a blij d’ar merc’hed. N’eo ket yaouank. Korf ur sportour zo gantañ, ket an disterañ tamm druzoni, un dremm hag un daoulagad lemm. Kramennet eo un disterañ hag e vlev zo heverk. Rouzet evel ur c’hognag eo ha sur a-walc’h ez eus gantañ frond ar c’hognag ivez.
Gwisket cheuc’h eo. N’eo ket dilhad furlukined ar skinwel a zo en-dro dezhañ, hogen n’eo ket kennebeut dilhad prenet en unan eus ar gourleurioù kollet e tachennoù kenwerzhel fraostoù an trobarzhioù.

– Pous a rez paotr. Ober a rez gant bloc’heiladoù eus an uzetañ.
– N’eo ket Fiona, an holl verc’hed a ya da heul seurt pared trec’h. N’eo ket bezañ kaer a gont hogen bezañ trec’h.
– N’eo ket gwir. Adela zo ganit. Neketa ? Ha va Leon a sav kof dezhañ. Netra ne blij muioc’h dezhañ eget chom er gêr. N’eo ket paotr an avanturioù.
– Dres, eñ a’ ch eus priedet, hogen peseurt paotred a selles outo araozañ ?
– Ya…
– Klevet ‘m eus gant ar skingomz e oa dedennet ar merc’hed gant ar bared trec’h. Padal, pa zimezent, e oa alies gant paotred voutinoc’h. Ar re-se a fizient enno evit chom d’ober war-dro trepetoù an ti hag ar vugale.
– N’ eo ket te a lavar eo arabat krediñ er pezh a glever er skingomz ?
– An ezreolder da gadarnaat ar savelenn eo.
– E-leizh a zibriediñ a weler en-dro dimp hiziv an deiz…
– Ya ! Falset eo ar c’hoari gant ar gevredigezh veveziñ emichañs. An holl a gred e Tad Nedeleg an daranverezh. An dud zo aet da vadoù beveziñ evit an dud. Ne vir ket hag ar c’houbladoù stabil zo amparet gant paotred gofek ha dinoaz daoust ma vez plijet ar merc’hed gant un ouenn bared all.
– Keuz ‘c’h eus rak un dra bennak ?
– Hañ…
– N’eo ket mat da vier ?
– Eo, hag a-drugarez Doue e ‘m eus ur vignonez eveldout.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.