kreiz ar yoc’h

kreiz-ar-yoc'hGant ar straed ez an
en-dro din dilhadoù kozh,
teuc’h, uzet, mat d’ ober pilhoù,
tro all ebet din nemet o uzañ
ha debriñ bemdez ar boued divalav
a zibab evidon dalc’herion ar beveziñ,
greantourion an dreistbevañ,
dindan selloù truezek an dud
pilpous un tamm anezho,
an den cheuc’h a lâr d’ e vignonez
hennezh a vije bet Mozart m’ en dije bet kelenn
pe un dremmour eus ar fromusañ,
pe ur penn embregerezh ambilh,
politikour skedus, kazetenner ampart,
en degouezh-se koulskoude
e vijen bet pinvidik hag azeulet dreist,
n’eo ket ar pezh a hetan,
an hent a heuilhit n’ eus ket nemeti,
an hent a stumm harozed ho pemdez,
palioù huñvreoù gwak ho puhez,
ne c’hoantaen nemet bezañ den,
bezañ den en ho touez,
ha sevel ganeoc’h ur c’haer a ved,
din ha deoc’h eo mat ar pezh a ran,
diziouerus on el lec’h m’ emaon,
ne ‘m eus ket c’hoant tec’hout,
ne glaskan ket ur repu,
ne glaskan ket goudor ho lezennoù amjestr,
ne fell ket din treuzkas ho ped brein
a zrouklazh diastal, a vac’hagn bemdez,
a zasparzh brokus reuzioù d’ an dud eeun,
a skrap digant an denion o rezid,
sklaved, sujidi, lakizion,
d’ ober diouzh ho c’hoantoù
hon distrujit dichal,
gwell din ho tispriz
eget ar gwenneg toull a daolit din divezh,
eget perzhiañ da seveniñ ur c’harc’har
ma vac’hit an denelezh hep arvar,
ganet eo ho kouenn deiz kentañ an denelezh,
loen eo bet ar c’hrouadur a-raok bezañ den,
ijinet an tredan da sujañ ar bed
e-lec’h dasparzhañ ar gouloù douget ennomp,
ledañ anaoz kent strinkañ brokusted a ‘n arz,
na sellit ket ouzhin en ur vont gant ar straed,
ho hent a gendalc’hot da zeiz an dismantroù
dirak ar goullo ho po kenderc’het
e toullo un islonk aze dindan ho treid
e tarzho an dremmwel d’ ho taoulagad,
ar chañs diwezhañ a vo ganeoc’h
da zismantrañ ho kreñvlec’hioù,
ha war an dismantroù
e krogimp gwitibunan
da sevel ur bed kaer.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.