Bannoù an heol zo adskedet gant al loar. Ur gouloù yen a leugn an noz.
Didrouz.
Ar struzh zo dic’hortoz, e livioù rouez, mouget. En arc’hlas disked e splann mogerioù savadurioù nevez, boestoù liesseurt taolet a-stlabez er pezh a oa parkeier, garzhoù.
Heug ur gêriadenn disneuz, diene, kamp bac’h ma kresko tiadoù pinvidik a-walc’h da dec’hout rak trobarzhioù ar gêr vras, hogen re baour da sevel o annez er bannlevioù bihanvourc’hiz.
Pastelloù ar rannadurioù zo bihan ouzh bihan, riboulioù etre an tiez.
Eürusat peorion en o aez a zeuy amañ, bac’het, mat da askenderc’hañ ur mirad dornlabour.
Argaset eus ar geoded, kaset ganto pell diouzh ar sevenadur frond o c’hwezh, garmoù o bugale, tonket da dremen lod brasañ o buhez e pellderioù al labour bara ha war an hent, tonket da fiziout o bugale en evezh tud gopret fall, tonket da veveziñ boued chatal cheuc’h ar gourstalioù, da leuniañ beol o c’hirri marlonk, dindan gwask ar morloc’h o trouzal diziwezh.
Pep hini en e voest n’o devo eilenn didrouz, bleniet gant daranverezh safarus ar mediaoù.
Diezhomm o evezhiañ renket mat o c’horfoù, renket mat o mennozioù, ejet dirak o fri merc’hodennoù spontus, feulster, gwad, dienez, follentez, e krennint en o lochennoù bihan ouzh bihan, pell ouzh pell diouzh al lec’hioù ma tivizer war o buhez, o divuhez, boestoù berniet a-stlabez e kampoù bac’h an ugent-urvet kantved, o redek un trepas strizh ouzh strizh a gas war eeun eus o c’havell d’ar forn pulluc’hañ, eus o lochenn d’al labour, bruzhunet o spered, o buhez, truezek.
Jentil, ken jentil, brokus, ken brokus, eürus gant ar skeud taolet warno, skeud gwarezus o mamm yar lemm he dent a blaou o denelezh, o zreuzfurm e danvez krai.
Hag e c’houlenner digant ar glaou perzhiañ en denelezh ?
Morse ne glaskont tec’hout, spontet en o c’hreizon, kredus en doueed a astenner dezho,
beuzet dindan komzoù puilh ar fals profeded dislonket diastal war bep eus o c’hammedoù.
Eus krec’h an tourioù ged ez evezh warno ar spont, an dilabour, ar follentez, ar c’hleñved.
Diarc’hant,
tost divuhez,
tonkad dister.
Ar chas a arz a bep tu d’an trepas orjalennet, loened gouez e dorn o mistri.
Skeudennoù, sonerezh, traezoù, a gouezh a-bilh.
Tec’hit !
N’ eo nemet un arvest, ur varc’hadourez didalvoud d’ ho terc’hel dindan gazelge an hudourion c’haonac’h kollet o denelezh.
Na savit ket bremaik pa zistoy an heol, chomit aze gant ho pugale, savit hoc’h istor, argasit an aon
pe e teuot da vezañ loened suj d’ al loened-se, pep hini en e voest e vagot un huñvre, un dramm, un tec’h.
Skleur an noz zo spontus, gwelloc’h gwallhuñvreoù eget krizder ur bed gwak a rankan arvestiñ outañ diouzh ar prenestr dindan bouez va raksavenn goeñvet.