Selloù bliv paret war ar bed,
a eilenn da eilenn,
e tegemer,
un dremm, ul liv, ur fiñv,
mousc’hoarzh ha mousc’hoarzh a eskor war e zremm,
fiñv hag emzalc’h gant e gorf,
trouzioùigoù liesseurt a gan e c’horzailhenn.
Fiziañs dall en deus,
degemerout a ra pinvidigezh ar bed,
emañ en hil ar re e zalc’h war o barlenn,
asantiñ a ra dinec’h d’ an dianav,
estren eo dezhañ roudoù an anaout,
anaout bev eo eñ,
framm oc’h amparañ,
dinoaz,
ne oar nemet kemer ha reiñ,
dastum ha postañ zo estren dezhañ,
ar bed zo ar pred,
ne c’hell ket bezañ droug.
Plijet, ya, imoret, ya, souezhet, ya…
Na gaer sellout outañ
skarzhet ar pilhoù uzet a wisk warnañ ar re a oar.